Iole (Ίόλη) a oa merc'h da Eürytos, roue Oic'halia, ha c'hoar da z-Deione hag Ifitos. Brudet e oa he c'hened, hervez Apollodoros, ha goulennet e voe he dorn gant Herakles.

Iole gant Herakles e ti Eürytos. Krater eus ar VIIvet kantved, Mirdi al Louvre.

Mojenn kemmañ

 
Iole o terc'hel ur saezh (dave da saezh kontammet taolet gant Herakles da Nessos). Skeudenn en dornskrid krennamzerel italian De claris mulieribus, gant Boccaccio. Levraoueg Vroadel Bro-C'hall.

Prometet e oa bet gant he zad reiñ he dorn da neb a vije trec'h d'e vibien en ur genstrivadeg gwaregañ. Ur mailh e oa ar roue, ha desket en devoa ar vicher gwareger d'e vugale. Herakles ivez a oa bet desket gant ar roue, bloavezhioù a-raok, hag a voe trec'h warno holl. Ar roue ne zalc'has ket d'e c'her avat, ha pa welas e oa ampartoc'h Herakles ec'h ehanas ar genstrivadeg. Gouzout a rae en devoa Herakles lazhet e wreg Megara hag e vugale, ha ne felle ket dezhañ e c'hoarvezje kemend-all gant e verc'h Iole. E vab Ifitos koulskoude a c'houlennas digantañ ober ur soñj all, met netra d'ober. Ha kuit Herakles eus Oic'halia.
Ne oa ket aet da bell ma voe embannet ar c'heloù: aet e oa kezekenned ar roue gant ul laer, marteze Autolykos. Redek a reas Ifitos neuze da c'houlenn digant Herakles e skoazellañ d'o zapout. Ha c'hoarvezout a reas pezh a oa da c'hoarvezout: kounnariñ a reas an haroz.
Kregiñ a reas e breur e vuiañ karet, ha skeién anezhañ ouzh moger kêr, ha lazhet ar paotr. Hervez Diodorus Siculus eo gant Herakles ez eas ar c'hezekenned evel dic'haou pe dial.
Goude an abadenn-se ez eas Herakles da Galydon. Eno, war skalier an templ, e welas ur goantenn all, Deianeira, c'hoar d'ar priñs Meleagros. Ne voe ket pell kalon Herakles oc'h ankouaat Iole : ur vamm dereat e vije honnezh evit ar vugale a felle dezhañ kaout, goude marv kriz e re gentañ. Ober a reas al lez dezhi, gounit he c'halon, hag eureujiñ dezhi.

Dial kemmañ

Ur pennad goude, setu Herakles e penn ur rouantelezh. Bepred en devoa droug ouzh ar roue Eurytos en devoa nac'het outañ ar priz prometet, dorn e verc'h Iole. Un arme en devoa Herakles, ha fellout a reas dezhas kas anezhi da lazhañ ar roue-se. Hervez Hyginus e lazhas tad Iole hag he breudeur ivez, hag un toullad kerent all, kement hag ober.

Freuz ha reuz a reas Herakles en Oic'halia, ha distruj mogerioù kêr. Iole en em daolas diwar-laez mogerioù kêr da glask tec'hel. Met an avel a c'hwezhas he sae, he dalc'has en aer evel ur bluenn, ma tiskennas war an douar hep droug ebet. Hi eta a vefe an harzlammerez kentañ.
Yac'h ha divac'hagn e oa ar plac'h, hogen tapet e voe gant an enebour Herakles ha kaset gantañ, en desped dezhi, evel serc'h.

Evel-just ne oa ket gwall blijet Deianeira, pried an haroz, met da gentañ bepred ne lavaras netra. Goude ur pennad avat he devoe aon da goll he fried Herakles, a seblante kavout gwelloc'h an durzhunell yaouank, ar goantenn Iole, eget mamm e vugale.

Toneg Nessos kemmañ

Bloavezhioù a-raok, e oa bet douget Deianeira gant an den-marc'h Nessos dreist ar stêr Euenos hag hennezh en devoa klasket embarañ ganti dre heg, en tu all d'ar stêr, e-keit ma oa Herakles er stêr o neuial. Herakles a dennas anezhi a-dre pavioù Nessos o skeiñ saezhoù kontammet gant an den-marc'h. A-raok mervel en devoa lavaret Nessos, en e huanad diwezhañ, da Zeianeira, mirout ur banne eus e wad, rak servijout a c'hallfe da zourenn hud, ma c'hallfe glebiañ e doneg (c'hiton), dezhi da vezañ sur eus fealded he fried ha ne welfe ken nemeti. Ha sed a reas-hi, o krediñ gevier an den-marc'h seul vui ma vage gwarizi ouzh Iole.

Reiñ a reas an doneg d'he fried eta. Ha p'he gwiskas Herakles ez eas ar c'hontamm en e gorf. Hep gouzout dezhi eta he devoa Deianeira lazhet he fried, pa grede dezhi. Pa gomprenas Deianeira pegen bras fazi he devoa graet en em lazhas.

Eured ha bugale kemmañ

Dre ma kare Iole a-greiz e galon e c'houlennas Herakles digant e vab henañ Hyllos ober war he zro hag eureujiñ dezhi. Ur mab o doe Iole hag Hyllos, Kleodaios e anv, ha teir merc'h Euaic'hme, Aristaec'hme, hag Hyllis.

Lennegezh kemmañ