Ion Druță
Ion Druţă (ganet d'an 3 a viz Gwengolo 1928 e Horodişte, e Rouantelezh Roumania d'ar mare-se, e Republik Moldova bremañ) zo ur skrivagner, ur barzh hag un istorour eus Moldova. Abaoe 1969 emañ o chom e Moskov, e Rusia.
Embannet e voe e skridoù kentañ er bloavezhioù 1950. Da gentañ en doa skrivet e roumaneg, abaoe ar bloavezhioù 1960 e skriv ivez e rusianeg. Abaoe 1987 ez eo prezidant a enor Unaniezh Skrivagnerien Moldova. Ezel a enor eo eus Akademiezh Roumania ivez.