Isabel Sofía Picón

Isabel Sofía Picón, ganet e 2008 en Ocaña (Norte de Santander), zo un akordeoñserez kolombian hag a son vallenato, un doare seniñ ha ne veze embreget nemet gant paotred, koulz eo lavarout, betek ar bloavezhioù 2015.

E 2021 e c'hounezas ar genstrivadeg Reina Menor Festival Vallenato 2021. Seniñ a ra gant ar ganerez yaouank Sara Acosta ha kanerezed yaouank all. Krog eo da ganañ ivez. Bet eo o seniñ e Mec'hiko hag en Italia e 2023.

Liammoù diavaez kemmañ