Istor Brezel Peloponnesos

Istor Brezel Peloponnesos zo ul levr gant Toukidides, hag a zo kontet ennañ Brezel Peloponnesos en Henamzer.

Eilenn eus un dornskrid eus an dekvet kantved eus oberenn Toukidides.

20 vloaz e padas ar brezel-se etre

Skrivet eo bet an oberenn-se gant Toukidides, ur c'heodedour atenat a oa bet strategour e-doug ar brezel-se. Sellet e vez ouzh al levr-se evel un oberenn glasel a-bouez hag evel ar c'hentañ oberenn istor hervez ar ster modern.

Rannoù

kemmañ

Rannet e oa an Istor en eizh levrenn gant embannerien eus diwezh an henamzer.

Evit an amzeroniezh ez eus teir lodenn en oberenn:

  • ur brezel dek vloaz (levrioù I-V.24),
  • un arsav-brezel seizh vloaz (ar peurrest eus al levrenn V)
  • an eil brezel a badas dek vloaz all (levrioù VI-VIII).

Ul levr a-bouez

kemmañ

En Istor Brezel Peloponnesos eo dezrevellet ar brezel bras kentañ a chom ur roud skrivet a dalvoudegezh anezhañ.

Kontet eo ar brezel gant an istorour atenat adalek penn kentañ ar brezel betek ar bloaz 411 kent JK. E penn kentaén ar brezel e oa an oberour o c'hourc'hemenn an arme, hag e oa mignon da Berikles. E 424 e voe harluet pa ne oa ket bet gwarezet ur gêr gantañ evel ma oa dleet.

Adalek neuze e krogas da skrivañ e levr.

Eus labourioù an istorourien arall a gendalc'has gant e labour. Ne chom nemet Hellenika an istorour Xenophon, a ya eus 411 da 362 kent JK, met n'eo ket prizet kement, abalamour d'ar pezh a guzh, pe d'an diouer a neptuegezh.


Notennoù

kemmañ


Liammoù divaez

kemmañ


Troidigezhioù

kemmañ