It's a Lovely Day Today

"It's a Lovely Day Today" zo ur ganaouenn saoznek savet gant Irving Berlin hag embannet e 1950 evit ar gomedienn war gan Call Me Madam, a voe graet ur film anezhi diwezhatoc'h.

Brudet eo doareoù Perry Como ha Doris Day, pe re Ethel Merman, Ella Fitzgerald hag Astrud Gilberto.


Ur sonenrolladur a voe graet gant Perry Como ha The Fontaine Sisters gant Mitchell Ayres hag e laz-seniñ en New York d'ar 26 a viz Gouhere, 1950. Embannet e voe gant RCA Victor Records, dindan an niverenn 20-3945 (en SUA)[1], ha gant EMI en anv His Master's Voice dindan an niverenn B 10221.


Notennoù kemmañ