Itamar Ben-Avi (31 a viz Gouhere 18821943) (איתמר בן אב"י), pe Ben-Zion Ben-Yehuda (בן ציון בן יהודה), a oa mab da Eliezer Ben-Yehuda, an den a adsavas an hebreeg hag a savas e vab en hebreeg ma reas anezhañ an hebraeger kentañ a vihanik eus hon amzervezh. Kazetenner eo bet Ben-Avi, da gentañ gant kazetenn e dad, HaZvi), hag emsaver ha sionour e oa.

Itamar Ben-Avi, 1933

E vugaleaj

kemmañ

Pa oa bihanik en deveze c'hoant da c'hoari gant bugale all met ne felle ket d'e dud ez aje da gomz gant bugale a gomze yezhoù all. Ur mignon en doa, ur c'hi, anvet Maher gantañ, da lavarout eo "prim" en hebreeg. Mignon all ebet n'en doe Ben-Zion en e vugaleaj, dre ma oa ar bugel nemetañ a gomze hebreeg.