Ivan IV Vassilievitch ( e ruseg : Иван IV Васильевич), lesanvet Ivan Spontus (en ruseg : Иван Грозный, Ivan Grozny), ganet e 1530 ha marvet e 1584, a oa priñs meur Vladimir ha Moskou adal 1533 ha 1584, ha kentañ Tsar Rusia adal 1547 betek e varv e1584.

E vugaleaj

kemmañ

Ur priñs emzivat e oa : marvet e dad Vassili III pa oa 3 bloaz hag e vamm Helena pa oa 8 vloaz. Peogwir e oa re yaouank evit gouarn e voe desavet gant un ugent boyard bennak. O vezañ ma felle d'ar voyarded-se gouarn en e lec'h e klaskent lazhañ ar priñs bihan : skoet e veze ar bugel bemdez, dilezet hep boued, spontet, disprizet. Kreskiñ a reas gant aon ha feulster en e greiz. Jahinañ a rae ar chas hag al laboused ha lazhañ a reas un den evit ar wech kentañ pa oa 12 vloaz : donvaet en doa chas e-kuzh, hag un deiz e roas urzh dezho arsailhañ Andreï Chouïski, unan eus ar voyarded kriz hag a rae war e dro, ha debriñ anezhañ. D'ar mare-se e teuas da vezañ ur bourev.

Goude bezañ graet Tsar d'ar 16 a viz Genver 1547 e euredas gant Anastasia Romanovna Zakharine, merc'h ur boyard.