Ivan Tourgeniev
Ivan Sergeievitch Tourgeniev (1818-1883) zo ur skrivagner ha romantour rusek eus an XIXvet kantved. Bevañ a reas e Berlin hag e Pariz. Mignon e oa da Gustave Flaubert hag Émile Zola.
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/3/34/IvanTurgenev.jpeg/220px-IvanTurgenev.jpeg)
Oberennoù
kemmañDaoust ma n'eus bet troet netra diwar e bluenn e brezhoneg setu titloù brezhonek e oberennoù anavezetañ.
- Tadoù ha mibien.
- Eñvorennoù ur chaseour. Diwar-benn buhez ar gouerien hag a-enep ar sklavelezh.
- Kentañ karantez.
Pezhioù evit ar c'hoariva a skrivas ivez.