Ivan V Alekseyevich Romanov (e ruseg Иван V Алексеевич) (6 a viz Gwengolo 1666 - 8 a viz C'hwevrer 1696) a voe tsar Russia asambles gant e hanter-vreur Pêr Iañ etre 1682 ha 1696.

Ivan V

Mab yaouankañ Alexis Iañ ha Maria Miloslavskaya e oa. Ne renas ket e gwirionez pa oa nammet koulz en e gorf hag en e spered. Chom a rae difiñv eurvezhioù-pad en e gador hag ezhomm en doa da gaout sikour evit kerzhet.

Kurunennet e voe d'ar 25 a viz Even 1682, asambles gant Pêr Iañ.

Ivan V ne c'hoantae ket ar galloud ha Pêr Iañ a oa an impalaer gwir.

Pemp merc'h en doe gant e wreg Praskovia Saltykova, en o zouez Anna Ivanovna a zeuas da vezañ impalaerez e 1730.

Kannadourien estren a zeskrivas anezhañ toc'hor ha kazi dall pa ne oa nemet 27 vloaz.