Ivanhoe (/ˈaɪvənˌhoʊ/ e saozneg) zo ur romant istorel saoznek gant Walter Scott, embannet e teir levrenn e 1920. E oberenn gentañ a denn da istor Bro-Saoz eo ; da istor Bro-Skos e tenne ar re gentañ.

Ivanhoe
Walter Scott Monument, Dinedin
Delwenn gant John Rhind
"Rebecca skrapet gant brezelour an Templ"
Eugène Delacroix (1858), Mirdi al Louvre

Emañ an oberenn-mañ e-touez romantoù brudetañ an oberour.

An istor kemmañ

E 1194, emañ Wilfrid Ivanhoe o tistreiñ dre laer d'e vro ha perzh a gemer en un tournamant e kêr Ashby m'en em gann ouzh Brian de Bois-Guilbert, un Norman hag a oa marc'heg Urzh an Templ.