Un ivin zo e penn pep biz d'an den ha da loened zo, an olifanted da skouer. Keratin eo danvez pep ivin, evel hini skilfoù loened arall.

Ivinoù dorn un den
Ivinoù troad un den
Ivinoù un tapir
Skilfoù un tigr

Tud zo a chaok o ivinoù e-lec'h o c'hrennañ.

Aozadur an ivinoùAozañ

 
Lodennoù un ivin

1 Ivin - 2 Amivin - 3 Loarig - 4 Amgoc'henn
  • An ivin e-unan eo al lodenn kalet ha treuzwelus, graet gant ar c'heratin a vez kenderc'het gant ar mable. Mar bez gloazet ar mable e c'hoarvez e vefe digendalc'hoù en ivin. Takadoù gwenn a vez en ivin a-wechoù, a anver strinkennoùigoù ar Werc'hez e Treger hag e Goueloù.[1]
  • An amivin eo ar c'hroc'hen a zo war vord an ivin.
  • Al loarig eo an dachenn sklaer a zo e deroù pep ivin.
  • An amgoc'henn a c'holo ar mable.
  • An danivin zo dindan penn an ivin.
  • Arc'h an ivin zo dindan an ivin.

Etre 3 ha 6 mizvezh zo rekis evit stummañ ivinoù un dorn, etre 12 da 18 mizvezh evit re un troad.
Etre 2 ha 3 eo kaleter un ivin hervez skeul Mohs, a vuzul kaleter ar mein ; kaletoc'h eget ar gips CaSO4-2H2O eo eta, ha teneroc'h eget ar c'halkit CaCO3.

Lod kleñvedoù a laosk merkoù war an ivinoù ; un doare eo er vezegiezh da c'houzout istor kleñvedel ar gouziviaded.

Arc'hwelAozañ

Gwareziñ oeñs pellañ pep biz eo arc'hwel pennañ an ivinoù. Pennoù ar bizied hag ar gwiennoù blot a zo tro-dro dezho zo gwarezet ivez.
Gwellaat fiñvoù resis ha skoemp ar bizied eo kefridi all an ivinoù, pa waskont war bouedenn ar biz en enep d'ar gwaskoù diavaez : kizidikoc'h e vez ar stekiñ neuze, petra bennak ma n'eus nervenn ebet en un ivin. Binvioù resis eo an ivinoù eta.

Troioù lavarAozañ

  • Astenn unan benak war e bevar ivin : e ziskar d'an douar.
  • Bezañ gwad dindan ivinoù unan bennak : bezañ taer.
  • Dont ar gwad dindan ivinoù un den bennak : sevel droug en un den bennak.
  • Ivinoù kaouenn : ivinoù lemm.
  • Krennañ ivinoù un den bennak : terriñ e fulor d'un den bennak.
  • Bezañ hir e ivinoù : bezañ laer.
  • Un ivin kignen : pep hini eus al lodennoù a ya d'ober ur penn kignen.
  • Ivinoù an amzer: an amzer o tremen hag a laosk roufennoù war dremm un den.
  • Un ivinad amann: nebeud a amann.

NotennoùAozañ

  1. Frañsez Favereau (1992), Geriadur ar brezhoneg a-vremañ, Skol Vreizh, ISBN 978-2-903313-41-8, p. 708-b


Sellit ouzh ar ger ivin er
wikeriadur, ar geriadur frank.