Izabel Portugal (Dugez Bourgogn)
(Adkaset eus Izabel Portugal (1397-1471))

Izabel Portugal (1397–1471), a oa infantez Portugal ha Dugez Bourgogn goude dimeziñ da Fulup III Bourgogn, ha bout e drede gwreg.


Merc'h e oa da João Iañ, roue Portugal, ha da Philippa of Lancaster.
Da 32 vloaz, diwezhat a-walc'h eta hervez boazioù an amzer, e timezas Izabel, en 1430, da Fulup III Bourgogn, e L’Écluse, ha festoù a voe e kêr Brugge. Tri mab o doe, met an daou gentañ a varvas en bugelig; ne chomas bev nemet unan: Charlez an Her a renas war-lerc'h e dad.