Jérôme Kerviel (ganet d'an 11 a viz Genver 1977 e Pont-'n-Abad) zo un oberour-marc'hadoù hag a laboure er bank gall Société Générale etre miz Eost 2000 ha 2008, ha tamallet dezhañ, gant ar renerien, bezañ kaoz d'ar bank da vezañ kollet 4,9 miliard a euroioù etre 2007 ha 2008, koll biskoazh brasoc'h gant ur bank a-hervez.

Jérôme Kerviel, Pop Finance Crowfunding, 2015

Disfiz zo war pegen gwir eo tamalloù ar bank, ha penaos en dije gallet Kerviel koll kemend-all hep sachañ evezh ar renerien.

Goude ur prosez kroget d'an 8 a viz Mezheven 2010, ma oa tamallet Jérôme Kerviel da vezañ graet « faosoni, filouterezh, falskelaouiñ ur sistem urzhiataerezioù » e c'houlennas ar prokulor 5 bloaz bac'hidigezh a-grenn. D'ar 5 a viz Here 2010 e voe embannet e gablusted, ha kondaonet an den da 5 bloaz bac'hidigezh, gant ur goursez 2 vloaz. Ha ret dezhañ paeañ d'ar bank 4,9 miliard a euroioù evit e zigoll. Er prosez-galv, e 2016, e voe kadarnaet ar gablusted met izelaet e dell-kastiz da 1 milion a euroioù[1].

Er sinema

kemmañ

Pennadoù kar

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ
  • (fr) L'engrenage : mémoires d'un trader, Jérôme Kerviel, Flammarion, 2010
  • (fr) La semaine où Jérôme Kerviel a failli faire sauter le système financier mondial, Hugues Le Bret, Les Arènes, 2010
  • (fr) Dans la tête de Jérôme Kerviel, le trader qui gagnait 1,4 milliard d'euros, Michel Prouteau, CreateSpace Independent Publishing Platform, 2016

Pennadoù-kelaouiñ

kemmañ

Daveennoù

kemmañ
  1. (fr) ROBERT-DIARD Pascale, Jérôme Kerviel condamné en appel à payer 1 million d’euros à la Société générale, Le Monde, 23/09/2016 (lennet d'ar 15/01/2025)