Jaan Kaplinski (22 Genver 1941 – 8 Eost 2021) a oa ur skrivagner, troour ha prederour estonat, anavezet abalamour d’e vennozhioù a-du gant ar frankiz er bed-holl. Levezonet eo bet gant skolioù prederouriezh Azia hag ar voudaegezh.

Jaan Kaplinski e 2009

Ganet e voe e Tartu ha studiet en doa ar yezhoù hag ar yezhoniezh e skol-veur ar gêr-se. Unan eus skrivagnerien anavezetañ Estonia eo en XXvet kantved, hag unan eus ar re a zo bet troet forzhik e skridoù. E 2016 en doa tapet ar Priz europat evit al lennegezh, hag e 1995 e oa bet kinniget e anv evit ar Priz Nobel.

Dilennet e voe e parlamant Estonia, ar Riigikogu, etre 1992 ha 1995.

Levrlennadur kemmañ