Jac Lewis Williams
Jac Lewis Williams (20 Gouere 1918 - 27 Mae 1977), hag a sine e skridoù Jac L. Williams a oa ur skolveuriad kembreat, arbennigour war an deskiñ kembraeg hag an divyezhegezh.
Ganet e voe en Aberarth, e Ceredigion. Studioù a reas e Skol-veur Aberystwyth ha goude e voe o kelenn e Skolaj Teknikel Sir Fynwy. Un doktorelezh a reas e Skol-veur Londrez, diwar-benn ar gevredigezh war ar maez e Kembre. Dont a reas da vezañ kelenner e Skolaj an Drinded, e Caerfyrddin ha goude-se e Rann ar c'helenn e Skol-veur Arberystwyth. Un arbennigour e oa war an divyezhegezh. E deroù ar bloavezhioù 1980 e oa unan eus an dud nemeto e-touez difennerien ar c'hembraeg hag a save a-enep ar chadenn skinwel a oa anv da sevel evit ar c'hembraeg. Evitañ ne oa ket ur soñj mat lakaat ar c'hembraeg war ur chadenn hepken, rak evel-se ne vije ket bet klevet kembraeg ken gant an darn vrasañ eus an arvesterien.
Skridoù
kemmañ- Straeon y meirw (Llyfrau'r Dryw, 1947)
- Geiriadur dysgwr: learner's Welsh-English dictionary (1968)
- Detholiad o farddoniaeth Gymraeg: ynghyd â nodiadau a geirfa (Christopher Davies, 1969)
- Addysg i Gymru (ysgrifau hanesyddol) (Gwasg Prifysgol Cymru, 1966)
- Trioedd (Christopher Davies 1973)
- Geiriadur termau = Dictionary of terms (Gwasg Prifysgol Cymru, 1973)
- The history of education in Wales (Christopher Davies, 1978)
- Storiau Jac L (Cymdeithas Lyfrau Ceredigion, 1981)