Jacques David
Jacques David, bet ganet d'an 28 a viz Here 1930 hag aet da Anaon d'ar 25 a viz Ebrel 2011, a oa un aktour ha stourmer breizhat.
E vuhez
kemmañGanet e oa bet kostez Pariz en ur familh a vicherourien divroet.
Ezel e oa bet eus ar Strollad Komunour Gall er bloavezhioù 1950. Evel aktour e oa ezel oberiant eus Sindikad gall an aktourien CGT (SFA (Syndicat Français des acteurs) bet krouet e 1958 pa voe unvanet an SNA (Syndicat National des acteurs) hag ar CNA (Comité National des acteurs) ; e 1975 e teuas da vezañ Syndicat français des artistes interprètes).
Goude bezañ bet ezel eus ar MOB e-pad ur prantad berr e 1963 ec'h emelezas en UDB. Kuzulier-kêr UDB eo bet en Athis-Mons e-pad un amzeriad (1977-1983). Reiñ a reas buhez da gevrenn Su-Pariz ar strollad. E 1973 e yeas war ar renk a-benn dilennadegoù kannaded Bodadenn Vroadel (Frañs).
Ur wech aet war e leve e reas e annez e Kemperle.
An aktour
kemmañTremen a reas c'hwec'h bloavezh en TNB (Théatre Natioanl Populaire) gant Georges Wilson, goude e labouras gant Marcel Planchon, Patrice Chéreau ha kompagnunezh Renaud-Barrault. C'hoariet en devoa ivez dindan renerezh Silvia Monfort.
Kemeret en devoa perzh en ur c'hant bennak a filmoù pe heuliadoù evit ar skinwel gant sevenerien evel Pierre Cardinal, Carrère(Daveoù a vank), Chouchan(Daveoù a vank), Yves Ciampi, Marcel Cravenne, Louis Grospierre ha Philippe Levebvre e-touez re all.
C'hoariet en devoa en un daou-ugent film bennak sevenet gant Yves Boisset, Jules Dassin, Christian de Chalonge, Jacques Deray, Louis Malle, Henri Verneuil, Fred Zinneman ha reoù all...
Filmoù
kemmañC'hoariet en devoa e :
- 1955 : Du rififi chez les hommes, sevenet gant Jules Dassin.
- 1965 : Moi et les hommes de quarante ans gant Jacques Pinoteau.
- 1967 : Le Voleur gant Louis Malle, Les Filous film berr gant Jacques Colombat.
- 1973 : R.A.S. gant Yves Boisset.
- 1975 : Opération Lady Marlène gant Robert Lamoureux.
- 1976 : Le Corps de mon ennemi gant Henri Verneuil.
- 1977 : Julia gant Fred Zinnemann, Le mille-pattes fait des claquettes gant Jean Girault.
- 1978 : L'Argent des autres gant Christian de Chalonge.
- 1982 : Mille milliards de dollars gant Henri Verneuil (eil film a-gevret).
- 1983 : Le Marginal gant Jacques Deray.
- 1984 : Charlots Connection gant Jean Couturier.
- 1989 : Les Bois noirs gant Jacques Deray (eil film a-gevret).
Filmoù evit ar skinwel, heuliadoù
kemmañSetu un nebeud fimoù pe heuliadoù a gemeras perzh enno :
- 1958 Les cinq dernières minutes - kentañ rummad
- 1967 Les enquêtes du commissaire Maigret
- 1967 Les chevaliers du ciel
- 1969 Une balle de trop (Les cinq dernières minutes 49/56)
- 1974 Maigret et le corps sans tête (Les enquêtes du commissaire Maigret 24/88)
- 1974 Les Brigades du Tigre
- 1980 La Traque
- 1983 La tête d'un homme (eil stumm) (Les enquêtes du commissaire Maigret 59/88)
Pezhioù-c'hoari bet leurennet gantañ
kemmañKrouet en doa e 1990 gant Christine Werner ur strollad c'hoariva anvet Théâtre du Liseron. Evit ar stollad-se e leurennas : "Tranches de vie conjugales", "Bubu de Montparnasse", "Moi,Alma, veuve Mahler", "L'imaginaire histoire d'un voyage impossible", "Michel Strogoff", "Trois histoires pour Yukiko", "Le monde en vrac et la tête à l'envers" ha "Marion du Faouët". Leurennañ a reas ivez "Carmen" evit Festival etrebroadel arz ar c'han e Nevers.
Liamm diavaez
kemmañMammennoù
kemmañ- Dictionnaire biographique du mouvement breton XX-XXIe siècles gant Lionel Henry, Yoran Embanner, 2013