Jair Messias Bolsonaro

46vet prezidant Brazil
(Adkaset eus Jair Bolsonaro)

Jair Messias Bolsonaro, ganet d'an 21 a viz Meurzh 1955, zo ur politikour brazilian. Bet eo ezel eus kambr deputeed Brazil, en anv stad Rio de Janeiro, abaoe 1991. Ezel eo eus ar Partido Liberal.

Jair Bolsonaro e 2022

Bolsonaro, ganet e Glicério, e stad São Paulo, a voe diplomet e skol vilourel Agulhas Negras e 1977, servijet en doa goude-se e strolladoù kanolierezh hag harzlammerien Lu Brazil. Dont a reas war-wel e 1986, p'en devoa skrivet ur pennad er gazetenn Veja ma rae anv eus goproù izel ar soudarded. Harzet e voe e-pad pemzektez gant al lu en desped d'al lizhiri harp en devoa resevet. Daou vloaz war-lerc'h e oa didamallet.

Bolsonaro en devoa embannet e c'hoant da vezañ war ar renk evit an dilennadegoù prezidant e miz Meurzh 2016 en anv ar Strollad Sokial Kristen. A-benn ar fin ez eas kuit eus ar strollad e 2018 evit emezeliñ er Partido Social Liberal, a roas harp dezhañ evit kampagn dilennadegoù prezidant Brazil e miz Eost 2018. Kemeret en doa da eiler ar jeneral war e leve Hamilton Mourão. Bolsonaro en em ginnig evel ur c'hannad dieub eus ar strolladoù politikel, ha prest da zifenn kreñv pennaennoù ar familh. Tizhet en deus ar c'hentañ plas e tro gentañ an dilennadegoù hollek d'ar 7 a viz Here 2018, Fernando Haddad kannad ar Partido dos Trabalhadores (PT) a errue en eil plas. Dilennet eo bet Bolsonaro e-pad an eil tro d'an 28 a viz Here 2018 evel 38vet prezidant Brazil, war lerc’h Michel Temer (2016-2018). D’an 30 a viz Here 2022 en deus kollet an dilennadeg a-enep Lula[1].

Soñjoù politikel

kemmañ
 
Manifestadeg a-enep Jair Bolsonaro e São Paulo e miz Gwengolo 2018.
Diktatouriezh

E-pad e vuhez poltikel, Bolsonaro en deus embannet meur a wech e harp d'an diktatouriezh vilourel brazilian a voe e-penn ar vro etre 1964 betek 1985. E 1993 e embanne frank, eizh vloaz war-lerc'h distro an demokratelezh, e oa bet marevezh ar soudarded unan o "tegas ur maread gounid padus da Brazil". Bolsonaro en deus embannet ivez e oa bet "klodus" ar mare-se en istor ar vro, hag e oa bet dre an diktatouriezh vilourel "20 vloaz urzh hag araokadur". E miz Kerzu 2008, Bolsonaro en devoa embannet e oa bet "fazi an diktatouriezh ne oa ket bet ar jahinerez, met ne oa ket bet lazhet (an enebourien)".

Buhez personel

kemmañ

Bolsonaro zo bet dimezet teir gwech. Pemp bugel en deus.

Daveoù

kemmañ