Jakez Kelenn (“Jacques de Quélen” er marilh) (1906-1988) a oa un denjentil hag en doa kemeret ur perzh pouezus e stourm an Emsav e framm Strollad Broadel Breizh e-pad an Eil Brezel-bed, ma oa rener anezhañ evit Aodoù-an-Hanternoz. Barnet e voe d'ar marv en e ezvezañs e 1946, divroañ a reas da Iwerzhon betek ar bloavezhioù 1960. Sevel a reas un tiegezh brezhonek hag harpañ a reas an emsav. Diwar-se e kemeras Skol Diwan Pempoull anv "Jakez Kelenn" da dalbenn. A hengoun katolik e oa e diegezh hag emouez e oa ouzh enkadenn an Iliz hag ar feiz e Breizh, betek disklêriañ e oa ar stourm evit ar feiz ar pouezusañ holl diwar neuze[1].

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. Imbourc'h niv. 225 1988 p. 20-21