Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Sir James Chadwick, bet ganet d'an 20 a viz Here 1891 e Bollington (Cheshire, Bro-Saoz) hag aet da Anaon d'ar 24 a viz Gouere 1974 e Cambridge (Cambridgeshire, Bro-Saoz), a oa ur fizikour saoz.

James Chadwick.

Anavezet-mat eo evit bezañ kavet an neutronenn e 1932[1], unan e-touez rannigoù an atomenn, da-heul un taol-arnod m'en devoa bombezet atom beriliom gant ur skinad alfa o tont eus atom poloniom. En abeg d'ar gavadenn bouezus-se e voe tapet Priz Nobel ar Fizik gantañ e 1935.

E varregezhioù war an danvez a reas dezhañ kemer perzh er Raktres Manhattan adalek 1943 : e Los Alamos National Laboratory e labouras war ar skiriañ nukleel ha, gant se, krouidigezh ar vombezenn atomek.

Lakaet e voe da Knight Bachelor gant ar roue Jorj VI d'an 13 a viz Du 1945, ar pezh a aotreas James Chadwick d'ober gant an titl a "Sir" a-raok e anv.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Hep bezañ gouest da gompren na da zisplegañ an anadenn e oa bet kavet an neutronenn gant Frédéric hag Irène Joliot-Curie un nebeud sizhunvezhioù kent...