J. G. Ballard
Obererezh romantoù, danevelloù
Ganedigezh 15 a viz Du 1930
Shanghai, Sina
Marv 19 a viz Ebrel 2009
Londrez
Yezh skrivañ saozneg
Luskad lennegel skiant-faltazi "nevez" (new wave e saozneg)
Oberennoù pennañ
Crash, Empire of the Sun


James Graham Ballard (15 a viz Du 1930 e Shanghai, Sina - 19 a viz Ebrel 2009 e Londrez) a zo ur skrivagner romantoù ha danevelloù breizhveuriat. Unan eus skrivagnerien al luskad skiant-faltazi anvet luskad nevez (new wave e saozneg) eo. Brudet eo dreist-holl a-drugarez da zaou levr : Crash (1973) hag Empire of the Sun, a zo deuet da vezañ filmoù. E saozneg e kaver an anv-gwan « ballardian » hag a dalvez : "resembling or suggestive of the conditions described in J. G. Ballard's novels and stories, especially dystopian modernity, bleak man-made landscapes and the psychological effects of technological, social or environmental developments", hag e kaver anezhañ e-barzh Collins English Dictionary[1].

En un atersadenn embannet e-barzh The Sunday Times e miz Genver 2008, (war zigarez Miracles of Life, danevell vuhez Ballard) e tesker ez eo tapet Ballard gant krign-bev ar raksavenn abaoe miz Even 2006[2]. D'ar 17 a viz Here 2008 e voe embannet war BookBrunch e oa Margaret Hanbury, ha hi kouraterez Ballard degouezhet foar al levrioù e Frankfurt gant ur skrid nevez-flamm savet gantañ, Conversations with My Physician: The Meaning, if Any, of Life. Ar fizikour a zo kaoz anezhañ amañ eo ar mezeg Jonathan Waxman (Imperial College, Londrez) hag eñ eo a ra war-dro krign-bev Ballard. Ouzhpenn danvez ar c'hrign-bev a zo el levr, hag emañ bepred Hanbury o varc'hata gant tiez-embann a-benn lakaat embann al levr-se.

E vuhez kemmañ

Shanghai kemmañ

Tad Ballard a oa kimiour en embregerezh The Calico Printers Association (un embregerezh fardañ gwriad eus Manchester), hag e teuas da vezañ rener skourr (anvet : the China Printing and Finishing Company) an embregerezh-se e Shanghai. Ballard a voe ganet hag a gasas e yaouankiz e Tiriad Etrebroadel Shangai (saozneg : Shanghai International Settlement) hag a oa dindan levezon sevenadur ar Stadoù-Unanet. Mont a reas da Cathedral School e Shanghai. Pa darzhas an eil brezel etre Japan ha Sina e rankas familh Ballard kuitaat he zi e bannlev Shangai hag ez ejont d'en em staliañ kreiz-kêr. Aloubet e voe Tiriad Etrebroadel Shangai goude taol Pearl Harbor. Ar Japaniz a grogas da vac'hañ ar siviled adalek nevez amzer 1943, ha Ballard a voe kaset da Lunghua Civilian Assembly Center, asambles gant e dud hag e c'hoar. Ouzhpenn daou vloaz a dremenas er c'hamp-se, er bloc'had G, ur bloc'had dezhañ daou estaj ha 40 familh enno. Er c'hamp-se ez eas d'ar skol. Diwar al lodenn-se eus e vuhez e skrivas Empire of the Sun, en ur zegas kalz kemmoù (anv ebet eus e gerent en istor, da skouer)[3],[4].

Peurliesañ e soñjer eo bet levezonet oberenn Ballard gant ar pezh a c'houzañvas pa oa bugel[5],[6],[7]. Martin Amis as skrivas en doa Empire of the Sun "roet stumm d'ar pezh en doa stummet anezhañ" (« gives shape to what shaped him.").[6] Padal, eo kempouesoc'h ar sell en deus Ballard war an darvoudoù-se : "I don't think you can go through the experience of war without one's perceptions of the world being forever changed. The reassuring stage set that everyday reality in the suburban west presents to us is torn down; you see the ragged scaffolding, and then you see the truth beyond that, and it can be a frightening experience." (Livingstone 1996) hag ivez: "I have—I won't say happy—not unpleasant memories of the camp. [...] I remember a lot of the casual brutality and beatings-up that went on—but at the same we children were playing a hundred and one games all the time!" (Pringle 1982)

Breizh-Veur ha Kanada kemmañ

E 1946 e tistroas da Rouantelezh-Unanet gant e vamm hag e c'hoar war vourzh SS Arrawa. En em staliañ a rejont e West Country, kostez Plymouth, hag ez eas d'ar skol e Leys School e Cambridge. Goude un nebeud bloavezhioù e tistroas e vamm hag e c'hoar da Sina, neuze e chomas Ballard gant e dud-kozh, pe e hunva e skol. E 1949 e stagas gant studiañ ar medisinerezh e King's College e Cambridge, gant ar pal dont da vezañ bredvezeg. E-keit ma oa er skol-veur e skrivas ballard testennoù levezonet gant ar bredelfennerezh hag an dreistrealouriezh. D'ar mare-se en doa lakaet da bal bezañ mezeg ha skrivagner war-un-dro. E miz Mae 1951 e oa Ballard gant e eil bloavezh studi hag e skrivas un danevell diazezet war skridoù Hemingway "The Violent Noon" . Ur genstrivadeg a c'hounezas gant an danevell-se, hag embannet e voe er gelaouenn studierien anvet Varsity ».

Kemend-se a roas kalon dezhañ evit skrivañ, ha goude bezañ merzet n'en defe ket amzer a-walc'h evit en ober ma kendalc'he gant e studioù medisinerezh, e tivizas dilezel anezho e 1952 hag ez eas da skol-veur Londrez a-benn reiñ reiñ kentelioù war al lennegezh saoznek. Goude ur bloaz e voe goulennet gantañ dilezel ar post, neuze e labouras en un ajañs vruderezh hag e werzhas hollouziegezhioù. Kenderc'hel a reas da skrivañ danevelloù met ne zeuas ket a-benn da lakaat embann anezho.

E 1953 ez eas Ballard e RAF ha kaset e voe da ziazezlec'h RCAF e Moose Jaw, Saskatchewan, Kanada. Eno e tizoloas ar skiant-faltazi e kazetennoù skiant-faltazi amerikan. E-keit ma oa e RAF e skrivas e destenn skiant-faltazi gentañ, "Passport to Eternity" he zitl.

Ballard a guitaas RAF e 1954 hag e tistroas d'ar Rouantelezh-Unanet. E 1955 e timezas gant Helen Mary Matthews hag en em staljont e Chiswick. O bugel kentañ a voe ganet e 1956, hag er memes bloavezh e voe embannet evit ar wech kentañ un destenn skiant-faltazi savet gant Ballard ("Prima Belladonna" he zitl) e niverenn miz Kerzu ar gazetenn New Worlds. Edward J. Carnell eo an den a oa e karg eus ar gazetenn, ha goude-se e kendalc'has da skoazellañ Ballard, hag e lakaas embann tost holl e istorioù kentañ.

Azalek 1957 e labouras evel skoazeller an embann evit ar gazetenn skiantoù Chemistry and Industry. Dre ma oa dedennet gant an arzoù e kemeras perzh er Pop Art, hag e dibenn ar bloavezhioù 1950 e tiskouezas meur a begadur graet gantañ. E sell war ar skiant-faltazi a lakaas anezhañ da bellaat diouzh luskad ar skiant-faltazi klasel. Ha pa gemeras perzh e Bodadenn ar skiant-faltazi e Londrez e 1957 e voe ken dipitet ken e chomas a-sav gant ar skrivañ e-pad bloaz. E dibenn ar bloavezhioù 1960 en em gavas e karg eus ar gazetenn Ambit Magazine. Ur gazetenn rakward e oa, ar pezh a glotae kalz muioc'h gant e vennozhioù war ar skiant-faltazi.

Skrivagner penn-da-benn kemmañ

E 1960 e tilojas Ballard hag e familh da Shepperton, e diavaez Londrez. Dre ma soñje n'en doa ket amzer a-walc'h evit skrivañ e chomas a-sav gant e vicher a-benn en em ouestlañ d'ar skrivañ nemetken. E romant kentañ, The Wind from Nowhere e ditl, a skrivas dindan pemzektez, hag embannet e voe e miz Genver 1962. Dilezel a reas neuze e labour e Chemistry and Industry, hag azalek ar mare-se e skrivas diehan. Diwezhatoc'h er memes bloavezh e voe embannet e eil romant, The Drowned World e ditl, ha gant ar romant-se e voe renket Ballard el luskad anvet « luskad nevez » (saozneg : New Wave). Dastumadegoù danevelloù savet gantañ a voe embannet, ha skrivañ a reas muioc'h-mui. Gant oberennoù evel The Terminal Beach e tiskouezas ivez e oa gouest da ledanaat tachenn voutin ar skiant-faltazi.

E 1964 e varvas gwreg Ballard abalamour d'an danijenn-skevent. (Un doare disheñvel da zisplegañ he marv a zo e-barzh The Kindness of Women). Ur fromadenn vras a voe evit Ballard, hag e 1965 e stagas gant skrivañ The Atrocity Exhibition, en ur genderc'hel da skrivañ istorioù skiant-faltazi.

Reuz a savas abalamour da The Atrocity Exhibition : ur prosez (abalamour d'na hudurniezh) a voe aozet ha Doubleday, hag a oa ti-embann Ballard er Stadoù-Unanet, a lakaas distruj holl skouerennoù al levr a-raok ma vefe bet skignet. Brud a dapas Ballard a-drugarez d'al levr-se, ha gwelet e vez evel unan eus e levrioù pouezusañ. Lakaet eo bet da film e 2001.

Ur pennad eus The Atrocity Exhibition a zo anvet "Crash!", ha Ballard a aozas un diskouezadeg kirri distrujet (anvet « Crashed Cars ») e New Arts Laboratory e 1970. Diskouezet e oa ar c'hirri hep tamm displegadenn ebet, ar pezh a zisplijas kalz, ha re zo a voe distrujet e-pad an diskouezadeg. (Ballard 1993) En diskouezadeg koulz hag er romant e felle da Ballard lakaat war wel perzh ar gwallzarvoudoù kirri war dachenn ar reizhelezh. Ar romant, Crash e ditl, a zeuas er-maez e 1973.

Tudenn bennañ Crash a zo anvet James Ballard hag o chom e vez e Shepperton (elfennoù all ne gloton ket gant buhez ar skrivagner), ha Ballard a c'houzañvas ur gwallzarvoud oto nepell goude bezañ echu gant skrivañ ar romant. (Ballard 1993) A-benn ar fin e voe kement a reuz gant Crash ha ma oa bet gant The Atrocity Exhibition, ha muioc'h c'hoazh pa voe lakaet da film gant David Cronenberg.

Ballard a gendalc'has da skrivañ a-hed ar bloavezhioù 1970 ha 1980, ha dont a reas da vezañ brudet a-drugarez da Empire of the Sun, ur romant diazezet war e vuhez e Shangai hag e kamp Lunghua. Gant al levr-se e c'hounezas priz James Tait Black Memorial e 1984. Al levrioù a lakaas embann goude ne rejont ket kement a verzh. Empire of the Sun a voe lakaet da film gant Steven Spielberg e 1987. Ballard a weler buan ha buan er film, ha kontañ a reas en doa kavet iskis c'hoari en ur film diwar-benn e vugaleaj[8].,[4]

Ballard a gendalc'h da skrivañ (degemeret mat-tre eo bet unan eus e skridoù diwezhañ, Cocaine Nights e ditl), ha skrivañ a ra ivez e kazetennoù Breizh-Veur. Al levr diwezhañ (2008) deuet diwar e zorn eo Miracles Of Life. Un danevell vuhez eo.

Ballard hag an distopiezh kemmañ

Unan eus temoù pennañ oberenn eo an distopiezh. Marteze ez eo Crash skouer wellañ an dra-se. Er romant-se ez eo arouezet ardivinkadur ar bed gant ar c'hirri ha gant barregezh mab-den d'en em zistruj en ur implijout an teknolgiezhioù krouet gantañ. Holl dudennoù ar romant (Ballard en o zouez) a vez sorc'hennet muioc'h-mui gant galloud erotek ha feuls ar gwallzarvoudoù kirri, hag ar re a c'hoarvez gant tud vrudet dreist-holl. Ken direnkus all eo ar film savet gant David Cronenberg e 1996, ha rezu bras a savas pa voe kinniget da vare gouel filmoù Cannes. Priziet kalz eo an dastumad danevelloù anvet Vermilion Sands, diazezet en ur gêr e-kreiz un dezerzh, enni tud bet brudet, arzourien iskis, hêred sot, gwerzherien ha mevelien iskiz. Kement istor kinniget en dastumad a ginnig urzhiataerioù a gouest da sevel barzhonegoù, orkide a oar kaozeal, taolennoù en em liv o-unan, ha traoù all a seurt-se. Stag e chom neuze an holl zanevelloù-se ouzh temoù pennañ Ballard : teknologiezh ha mazoc'herezh e servij c'hoantoù ha techoù teñvalañ mab-den. En e rakskrid e skriv Ballard ez eo an dastumad a blij ar muiañ dezhañ.

Ouzhpenn skrivañ romantoù en deus Ballard implijet stank stumm an danevell, ha danevelloù e oa lod brasañ e skridoù embannet er bloavezhioù 1950 ha 1960.

Oberenn Ballard er skinwel kemmañ

D'an 13 a viz Kerzu 1965 e voe skignet war BBC Two ur film un eurvezh-pad diazezet war "Thirteen to Centaurus". E 2003 e voe skignet war BBC ur film un eurvezh-pad anvet Home diazezet war an danevell anvet "The Enormous Space" (embannet da gentañ er gazetenn skiant-faltazi Interzone e 1989, hag adembannet en dastumad War Fever). Istor un den eus ar renk etre hag a ziviz pellaat diouzh ar be dha kregiñ da vevañ evel ur penitiour eo.

Levezon Ballard kemmañ

Istorioù Ballard a vez peurliesañ klasket, iskis, ha mont a reont a-enep da raksoñjoù e lennerien. Evel m'en deus lavaret Martin Amis : "Ballard is quite unlike anyone else; indeed, he seems to address a different - a disused - part of the reader's brain." (Gwall zisheñvel diouzh ar re all eo Ballard, hag e gwirionez e seblant komz ouzh ul lodenn zisheñvel – ul lodenn nann-implijet – eus empenn e lennerien.) Abalamour d'an tech-se n'eo ket gwall vrudet Ballard, koulskoude e vez gwelet evel unan eus skrivagnerien bouezusañ ar Rouantelezh-Unanet gant ar vurutellerien. Hervez Bruce Sterling ez eo unan eus krouerien an doare cyberpunk (gwelout digoradur Mirrorshades ). E destenn anvet "Why I Want to Fuck Ronald Reagan" (a gaver e-barzh The Atrocity Exhibition), a voe luc'heilet ha skignet gant tud e-pad kendalc'h ar strollad republikan e 1980. E penn-kentañ ar bloavezhioù 1970 e voe aozet ur prosez a-enep da Bill Butler, ur gwerzher levrioù eus Brighton, peogwir e werzhe skouerennoù eus an destenn-se.

Hervez Brian McHale eo The Atrocity Exhibition un destenn bost-modern a-bouez bras[9].

E-barzh Simulacra and Simulation en deus skrivet Jean Baudrillard e oa Crash kentañ romant prantad an drevezañ.

Lee Killough a lavar eo bet Vermilion Sands ul levezon bras pa skrivas "Aventine", un istor damheñvel.

Levezon Ballard war ar sonerezh pop kemmañ

Ballard en deus bet ul levezon bras war strolladoù sonerezh, ha dreist-holl war ar sonerezh post-punk er Rouantelezh-Unanet. E-touez arn oberennoù levezonet gantañ e kaver Metamatic gant John Foxx, meur a ganaouenn gant Joy Division (dreist-holl "Atrocity Exhibition" war Closer), "Down in the Park" gant Gary Numan ha "Warm Leatherette" gant The Normal. Trevor Horn ha Bruce Woolley o deus lavaret e oant bet levezonet gant an istor anvet "The Sound-Sweep," evit sevel ar ganaouenn "Video Killed the Radio Star". War eil pladenn The Buggles e kaver ivez un ton anvet "Vermillion Sands."

Un enrolladenn eus mouezh Ballard a glever war an ton anvet Mausoleum savet gant Manic Street Preachers (albom : The Holy Bible, 1994). War an enrolladenn-se, e klever Ballard o lavarout (kazi sur diwar-benn Crash) : "I wanted to rub the human face in its own vomit,I wanted to force it to look in the mirror..." (C'hoant'm eus da frotañ dremm mab-den ouzh e zislonk, c'hoant'm eus rediañ anezhañ da sellout outañ e-unan en ur melezour...)

J. Robbins, hag eñ e penn ar strollad Jawbox, en deus meneget Ballard e-touez ar skrivagnerien a blij ar muiañ dezhañ, hag implijet en deus an droienn "concrete island" er ganaouenn "Grip". O c'hanaouenn anvet "Motorist" a zo ivez levezonet gant Crash ha Concrete Island.

Ar strollad Hawkwind en deus savet ur ganaouenn anvet "High Rise" (albom : PXR5), diazezet war ar romant anvet evel-se, hag war "The Man on the 99th Floor".

Ar strollad breizhveuriat Kode9 a laka ivez oberenn Ballard e-touez e levezonioù.

Titl pladenn gentañ (2007) ar strollad breizhveuriat Klaxons a zo diazezet war titl un dastumad danevelloù gant Ballard : Myths of the Near Future. Thom Yorke, kaner Radiohead, a lakaas tammoù eus Kingdom Come war vlog ar strollad a-raok ma lakafe embann e bladenn In Rainbows (2007).

Andrew Eldritch, hag eñ e penn ar strollad The Sisters of Mercy en deus lakaet war e lec'hienn oberennoù Ballard a blij ar muiañ dezhañ : Crash, The Atrocity Exhibition, High Rise, Low-Flying Aircraft, The Unlimited Dream Company ha Myths Of The Near Future. Ul lodenn eus ar c'homzoù skrivet gant Eldritch a c'haller keñveriañ gant temoù Ballard (teknologiezh, erotegezh, distopiezh) ivez (kanaouennoù : Crash and Burn ha Doktor Jeep).

Oberennoù kemmañ

Romantoù kemmañ

Dastumadegoù danevelloù kemmañ

Skridoù all kemmañ

Oberennoù Ballard dindan stummoù all kemmañ

Filmoù kemmañ

Er skinwel kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. Ballardian.com
  2. Stuart Wavell Dissecting bodies from the twilight zone: Stuart Wavell meets JG Ballard http://entertainment.timesonline.co.uk/tol/arts_and_entertainment/books/article3215274.ece The Sunday Times, Times Newspapers, 20 a viz Genver 2008
  3. Guardian article
  4. 4,0 ha4,1 JGB Portal. 11 a viz Meurzh 2006.
  5. Guardian review
  6. 6,0 ha6,1 Spike Magazine article
  7. second Spike Magazine article
  8. Guardian feature
  9. Brian McHale, Postmodernist Fiction
  10. 10,0 10,1 ha10,2 Hini ebet anezho a zo klok e gwirionez, dre ma ne gaver enno nemet tammoù eus Atrocity Exhibition.
  11. [1]
  12. [2]
  13. [3]

Levrlennadur kemmañ

  • Ballard, J.G. (1984). Empire of the Sun
  • Ballard, J.G. (1991). The Kindness of Women
  • Ballard, J.G. (1993). The Atrocity Exhibition (hiraet ha notennet)
  • Ballard, J.G. (2006). "Look back at Empire". The Guardian, 4 a viz Meurzh 2006.
  • Baxter, J. (2001). "J.G. Ballard". The Literary Encyclopedia. 11 a viz Meurzh 2006.
  • Collins English Dictionary. Quoted in Ballardian: The World of JG Ballard. 11 a viz Meurzh 2006.
  • Cowley, J. (2001). "The Ballard of Shanghai jail". Review of The Complete Stories by J.G. Ballard. The Observer, 4 a viz Du 2001.
  • Delville, Michel. J.G. Ballard. Plymouth: Northcote House, 1998.
  • Gasiorek, A. (2005). "J. G. Ballard". Manchester University Press.
  • Hall, C. "Extreme Metaphor: A Crash Course in the Fiction of JG Ballard".
  • Livingstone, D.B. (1996?). "Prophet with Honour".
  • Luckhurst, R. (1998). "The Angle Between Two Walls: The Fiction of J. G. Ballard". Liverpool University Press.
  • McGrath, R. JG Ballard Book Collection.
  • Oramus, Dominika. Grave New World. Warsaw: University of Warsaw, 2007.
  • Pringle, David, Earth is the Alien Planet: J.G. Ballard's Four-Dimensional Nightmare, San Bernardino, CA: The Borgo Press, 1979.
  • Pringle, D. (Ed.) and Ballard, J.G. (1982). "From Shanghai to Shepperton". Re/Search 8/9: J.G. Ballard.
  • Stephenson, Gregory, Out of the Night and Into the Dream: A Thematic Study of the Fiction of J.G. Ballard, New York: Greenwood Press, 1991.
  • V. Vale (Ed.) (2005). "J.G. Ballard: Conversations" (excerpts). RE/Search Publications.
  • V. Vale (Ed.) and Ryan, Mike (Ed). (2005). "J.G. Ballard: Quotes" (excerpts). RE/Search Publications.

Liammoù diavaez kemmañ