James Alix Michel (ganet d'ar 16 a viz Eost 1944) zo ur politikour ha prezidant Sechelez.

Goude bezañ bet skolaer eo aet Michel da labourat en touristerezh, un dachenn a ziorroas kalz en enezeg er bloavezhioù 1970. Emezelañ a reas e strollad politikel France-Albert René un tammig a-raok dizalc'hiezh ar vro e 1976. Ministr e voe e gouarnamant René ha kemer a reas e blas a brezidant Sechelez d'ar 14 a viz Ebrel 2004. Aet eo ar maout gantañ en dilennadegoù aozet e miz Gouere 2006 hag e miz Mae 2011.