James Prescott Joule

James Prescott Joule (24 a viz Kerzu 1818 e Salford - 11 a viz Here 1889) a oa ur fizikour saoz. Brudet eo evit bezañ studiet natur ar wrez hag he darempredoù gant al labour mekanik. E orin teorienn mirerezh an energiezh e voe e labour. Eus e anv e teu hini an joul, an unanenn a vuzuilh an energiezh. Labouret en deus gant Lord Kelvin evit dasparzhañ skeul an temperadur hag evit studiañ ar «magnetostriction », hag e 1850 eo bet anvet ezel eus ar Royal Society.

Liammoù diavaez

kemmañ