James Ramsay MacDonald

James Ramsay MacDonald e 1900

James Ramsay MacDonald (12 Here 1866 – 9 Du 1937) a oa ur politikour eus Breizh-Veur hag a voe Kentañ Ministr ar Rouantelezh Unanet, e penn ur gouarnamant eus kostezenn al Labour e 1924 hag adarre e 1929-1931. Eus 1931 da 1935 e voe e penn ur gouarnamant a unvaniezh vroadel, ennañ Mirourien hag un nebeud tud eus al Labour. Abalamour d'an dra-se e voe skarzhet Ramsay MacDonald eus kostezenn al Labour, daoust ma oa bet unan eus ar saverien anezhi.

Ramsay MacDonald, asambles gant Keir Hardie hag Arthur Henderson, a voe unan eus saverien al Labour Party. E penn ar gostezenn-se e voe a-raok 1914, hag adarre adalek 1922, goude un troc'h abalamour ma oa enebet ouzh ar Brezel-bed Kentañ. Eus ur familh baour eus Bro-Skos e oa, mab d'un devezhour ha d'ur vatezh. Eñ e voe ar C'hentañ Ministr kentañ eus Strollad al Labour.

Liammoù diavaezAozañ