Jan Gustafsson
Jan Gustafsson a zo bet ganet d'ar 25 a viz Even 1979 e Hamburg (Alamagn).
Mestrc'hoarier echedoù alaman .
Mestr Etrebroadel (FIDE) abaoe 1999, Mestr Meur Etrebroadel (FIDE) abaoe 2003.
C'hoari a ra er C'hleub "Hamburg SK".
Ezel eus skipailh broadel echedoù Alamagn abaoe 2002.
C'hoari a reas e skipailh broadel echedoù Alamagn en Olimpiadoù Echedoù e Calvià e 2004.
2 620 edo e renk Elo e miz Gouere 2008. E wellañ renk Elo a voe 2 627, bet tapet e miz Imbril 2005.
Disoc'hoù
kemmañKampion Echedoù dre skipailh eus Alamagn dindan 13 vloaz e 1992.
Kampion Echedoù hiniennel Alamagn dindan 15 vloaz e 1994.
Kampion Echedoù hiniennel Alamagn dindan 17 vloaz e 1996.
Kampion Echedoù dre skipailh eus Alamagn dindan 20 vloaz e 1996.
C'hoari a ra poker a-wezhoù; skrivet en deus ul levr a-zivout ar poker, a-gevred gant ar c'hoarier a-vicher izelvroat Marcel Lüske.