Janique Aimée zo ur stirad skinwel gall e 52 rann a 13 munutenn pep hini, e gwenn ha du. Krouet eo bet gant Paul Vandor ha Jacques Siclier ha sevenet gant Jean-Pierre Desagnat. Skignet eo bet adalek ar 4 a viz C'hwevrer 1963 betek an 12 a viz Ebrel 1963 gant ar Radio Télévision Française (R.T.F.), bemdez da 7.40 pm. Adskignet eo bet e 1970 ha goude war ar Pempvet chadenn (La Cinq). Berzh a reas ar stirad e penn kentañ ar bloavezhioù 1960.

Ur VéloSoleX 2200 (1962)

Kontañ a ra istor ur glañvdiourez yaouank (Janique Gauthier, lesanvet « Janique Aimée », c'hoariet gant Janine Vila) o klask he danvez-pried (Bernard Talan, c'hoariet gant Michel Bardinet) aet diwar wel da zeiz o fromesa war-lerc'h ur bellgomzadenn gevrinus. Darvoudoù hag itrikoù a bep seurt hag ur sell war meteier disheñvel.

Heverk eo bet ha bez' ez eo c'hoazh ar VéloSoleX 2200 du implijet gant an harozez, ur benveg skoueriek eus ar mare.