Jean-Baptiste Corlobé

Jean-Baptiste Corlobé (16 a viz C'hwevrer 1904 - 17 a viz Mae 1988) a oa un arzour breizhat eus Lokmaria-Kaer.

Jean-Baptiste Corlobé, da 24 bloaz

Da 11 vloaz ez eas d'ar skolaj Sant Frañsez Zavier, e Gwened. Eno e reas anaoudegezh gant an engravour Jean Frélaut. Kentelioù tresañ ha livañ a gemeras e-pad meur a vloaz, met ne voe ket lezet gant e dud da vont da skol an Arzoù-Kaer. Da 18 vloaz en em lakaas da labourat gant e dad, d'ober micher an istr. War e amzer vak, avat, e talc'has da livañ. Kalz a daolennoù hag a dresadennoù en deus savet. Gantañ e voe krouet unan eus gwerennoù-livet iliz Lomaria-Kaer. Gantañ ivez, asambles gant e genvroad Efflam Koed Skaù, e voe krouet ardamezioù ar gumun. Tik e oa gant ar c'hoariva, gant an istor ha gant ar brezhoneg, hini Bro-Gwened. Skrivet en deus ul levrig diwar-benn Lokmaria-Kaer[1] ha kalz a bennadoù e kannadig ar gumun pe hini ar barrez.

Notennoù

kemmañ
  1. Locmariaquer, ses mégalithes et son histoire, J.B. Corlobé, 40 p., Moullerezh Saint Joseph, Grimault, Gwened.

Liamm diavaez

kemmañ