Jean-Baptiste Le Gras
Jean-Baptiste Le Gras a oa bet eskob Treger eus 1572 da 1583.
Buhez
kemmañGenidik e oa eus Sant-Brieg.
Dominikan e oa, hag anvet e voe da eskob Treger d'ar 4 Gouere 1572, war-lerc'h Claude de Kernevenoy.
E-kerzh e eskobelezh, ur gorventenn a skoas meur a dour-iliz e Breizh d'ar 15 Genver 1579, en o mesk re Sant-Brieg ha Landreger.
Jean-Baptiste Le Gras a oa aet da Anaon d'an 22 C'hwevrer 1583.
François de la Tour a oa deuet war e lerc'h war gador eskopti Treger.
Levrlennadur
kemmañ- Pierre Barbier : Le Trégor historique et monumental. Les Presses bretonnes. Saint-Brieuc. 1960
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014