Jean-Charles Prince

An Aotrou Jean-Charles Prince a voe kentañ eskob Saint-Hyacinthe (Kebek) Ganet eo bet e Saint-Grégoire de Nicolet d'an 13 a viz C'hwevrer 1804. Aet eo da Anaon d'ar 5 a viz mae 1860 e Saint-Hyacinthe. Mab da Jean Prince, labourer douar, ha Rosalie Bourg e oa.

Jean-Charles Prince
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhKanada Kemmañ
Anv-bihanJean-Charles Kemmañ
Deiziad ganedigezh13 C'hwe 1804 Kemmañ
Deiziad ar marv5 Mae 1860 Kemmañ
Micherbeleg katolik, eskob katolik Kemmañ
Kargdiocesan bishop, titular bishop Kemmañ
Bet war ar studi eCollège Antoine-Girouard Kemmañ
RelijionIliz katolik roman Kemmañ
ConsecratorIgnace Bourget, Michael Power, Pierre-Flavien Turgeon Kemmañ

Studiet en deus e skolaj Nicolet. E 1823 e kelennas al lizhiri eno. E 1824 e voe kaset da da gloerdi Saint-Hyacinthe evit kelenn ar brederouriezh. Ur wech beleget en 1826 e voe galvet da Vontréal gant an Aotrou 'n Eskob Lartigue evit bezañ rener Kloerdi Sant-Jakez. Rener e voe eno betek 1831 ma voe kaset da rener Kloerdi Saint-Hyacinthe.

Chom a reas eno betek an 20 a viz Gouere 1840 ma voe galvet da Vontréal gant an Aotrou 'n Eskob Ignace Bourget evit krouiñ ur gelaouenn relijiel. Anvet e voe chaloni chabistr Montréal e 1841. Krouet e voe Mélanges religieux memes bloavezh.

Karget e voe eus ar c'humuniezhioù relijiel. Sikour a reas meur a hini d'en em staliañ e Montréal.

D'ar 5a viz Gouere 1844 e voe anvet gant ar Pab Gregor XVI eskob in partibus Martyropolis ha kenseskob Montréal. E 1851 ez eas da Roma war c'houlenn gant eskibien Kebeg evit kas dekredoù sened kentañ Kebeg. Eno oa pa voe anvet gant ar Pab Pi IX kentañ eskob eskopti nevez krouet Saint-Hyacinthe d'an 8 a vie Mezheven 1852.

Start e voe an traoù er penn kentañ met klask a reas diorren an deskadurezh (Skolaj Sainte-Marei-de-Monnoir, Skol lizhiri Sherbrooke...).

Klask a reas lakaat kumuniezhioù relijiel da zont di, evel Urzh ar Brezegerien pe Leanezed Kinnigadur Mari peurgetket. Ma teuas Merc'hed Mari Rivier d'en em staliañ e 1858 ne zeuas an dominikaned nemet e 1873 pa oa an Aotrou Joseph Laroque eskob.

Prederiet e voe gant ar sikour da reiñ d'ar re gozh ha d'ar re glañv ha sikour a reas Leanezed ar Garantez (Soeurs dela Charité) a oa staliet e Saint-Hyacinthe abaoe 1840 hag o doa krouet un ospital (Hôtel-Dieu).

Awenet gant Aurélie Caouette e krouas d'an 28 a viz Meurzh 1858 ur genvreuriezh gouestlet da azeuliñ ar Gwad Prizius-meurbet.

Jean-Charles Prince

Mammenn

kemmañ
  • Lec'hienn eskopti Saint-Hyacinthe (www.diocese-st-hyacinthe.qc) testenn tennet eus "150 ans de vie écclésiale " dindan renerezh an Ao n' Eskob Jean-Marc Robillard