Digeriñ al lañser pennañ

Jean-Louis Latour zo bet ganet d’ar 25 a viz Mae 1935 e Montroulez. Aet eo da Anaon d'ar 6 a viz Mezheven 2017 e Redon. Labourat a rae evit kas sevenadur Breizh war-raok ha brudañ anezhañ.

Jean-Louis Latour oa a orin eus ur familh martoloded (XIXvet kantved), soudarded ha kenwerzhourien. Dimezet oa gant Marie Christine ha pevar bugel o deus bet : Kireg, Gaelle, Nolwenn hag Anaïg. E-kerzh an Eil Brezel-bed e oa bet merket e spered gant darvoudoù a oa. Gloazet fall e oa bet e vreur, bet tec'het kuit da Vro-Saoz e miz Mae 1940 pa oa en e seitek vloaz, e miz Eost 1944 e-kichen Alençon gant an (2 D.B.). 40 bugel a oa bet lazhet e miz Genver 1943 pa oa kouezhet ur vombezenn war e skol e Montroulez. Ken spontet e oa bet gant an darvoud-se ha m’o doa divizet e dud kas anezhañ da vevañ en un ti-feurm eus Plegad-Gwerann, ma veze graet gant ar brezhoneg. E miz Here 1945, e Redon, en doa dizoloet ar gallaoueg ; tapet en doa e vachelouriezh war ar brederouriezh e Naoned. Pa oa oc’h ober e goñje, etre 1957 ha 1960, e oa karget eus an F.S.N.A (Gallaoued a orin eus Norzh Afrika]]. Kentelioù a roe dezho hag evel-se en doa dizoloet ar sevenadur muzulman. Etre 1960 ha 1971 e oa bet Kuzulier-skol en deskadurezh-Stad. E 1960 en doa graet anaoudegezh gant Albert Poulain. E-pad bloavezhioù e oa bet gwelet an daou gomper o tastum hag o kanañ ar pozioù dastumet ganto. Kanet en doa evel-se er festoù-noz hag er sonadegoù betek 1985 (er bloavezh 1985 e oa bet embannet ar bladenn gentañ warni kanaouennoù gallaouek eus Bro Redon). Etre 1972 ha 1995, tapet gantañ ur vestroniezh war ar c’hehentiñ sokial, e oa bet rener ar Greizenn Sokial KGT (kef-goproù tiegezh). Eus 1965 da 2002 e oa bet emsaver evit kas war-raok an touristerezh. Bet e oa bet war un dro Prezidant Ti an Douristed e Redon, e-pad 13 vloaz, ha Prezidant Bro Degemer an Douristed. Medalenn arc’hant an touristerezh en doa bet dre ma oa bet difennet gantañ keal Breizh hag he sevenadur. E 1965 e oa deuet da vezañ sekretour Kendalc'h ha labourat a reas kalz evit lakaat sevel ar greizenn sevenadurel vreizhat kentañ “Ti Kendalc'h". Karget e oa bet gant e wreg Marie Christine eus an dud a-youl-vat e-pad seizh vloaz. E 1985 e oa deuet da vezañ prezidant Kendalc'h hag ezel eus Kuzul Sevenadurel Breizh (KSB). Etre 1993 ha 2003 e oa bet prezidant KSB, war-lerc’h Pêr Denez. Deuet e oa da vezañ ezel eus Kuzul Armerzhel ha Sokial ar Rannvro (KASR) e 1998 evel dileuriad evit ar sevenadur bihanniver. Ezel oa eus Urzh an Erminig.