Jean-Loup Le Cuff
Jean-Loup Le Cuff, ganet d'ar 24 a viz Kerzu 1959 e Kemper zo ur c'hizeller[1], livour, skrivagner ha stourmer breton.
Buhez
kemmañGanet eo e Breizh, dilojet en deus alies pa oa yaouank da heuliañ e dad hag a oa rener skolaj [2]. Etre 14 ha 18 vloaz eo bet skoliataet e skol Arsanailh Brest evit dont da vezañ teknisian an armamant. Da 18 vloaz eo aet kuit d'ober tro Europa. Nebeutoc'h evit bloaz war-lec'h e oa distroet ha kroget gant studioù lizhiri-modern hag arzoù plastek. Paouezet en deus gant e studioù ha kroget eo da vezañ arzour da vat. E 1989 e oa aet da vevañ e Sant-Albin-an-Hiliber [3]. Goustadik eo deuet da vezañ broadelour breton abalamour da istor pinvidik ar gêr ha d'he fouezusted e istor Breizh.
Kroget eo da vat gant ar stourm evit ar vro o sikour da dalañ ouzh ul lec'h lastez hag a oa da vezañ savet war dachenn Emgann Sant-Albin-an-Hiliber.
Prezidant Musée Archipel Breton (MAB) eo, ur gevredigezh hag a glask gwareziñ ha lakaat an dachenn emgann war-wel[4].
Politikerezh
kemmañBet eo bet war ar renk evit an dilennadegoù en anv ar strollad Mouvement Bretagne et Progrès (MBP).
Prizioù hag enorioù
kemmañ- Priz Glenmor barzhoniezh e 2003 [5]
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ https://rennes.maville.com/actu/actudet_-gosne.-sculpteur-et-auteur-se-rencontrent-a-la-mediatheque-_7-6171339_actu.Htm
- ↑ https://actu.fr/bretagne/fougeres_35115/portrait-le-jour-ou-jean-loup-le-cuff-a-choisi-de-rentrer-en-bretagne_2883157.html
- ↑ https://actu.fr/bretagne/fougeres_35115/portrait-le-jour-ou-jean-loup-le-cuff-a-choisi-de-rentrer-en-bretagne_2883157.html
- ↑ https://www.ouest-france.fr/bretagne/gosne-35140/gosne-danser-et-visiter-le-site-de-koad-sav-pell-6703322
- ↑ https://abp.bzh/le-sculpteur-peintre-et-poete-breton-jean-loup-le-cuff-a-combourg-19776