Jean Bruller

skrivagner gallek
Jean Bruller
Jean Bruller
Anv pluenn Vercors
Obererezh Skrivagner, engraver, skeudennaouer, dramaer
Ganedigezh 26 a viz c'hwevrer 1902
Pariz, Frañs Frañs
Marv 10 a viz even 1991 (89 bloaz)
Pariz, Frañs Frañs
Yezh skrivañ Galleg
Enorioù Lejion a Enor
Oberennoù pennañ
Le Silence de la mer (1942)

Les Animaux dénaturés (1952)

Jean Bruller alias Vercors a zo ganet e Pariz d'ar 26 a viz C'hwevrer e 1902 ha marvet d’an 10 a viz Even 1991. Arzour gall, skeudennaouer, engraver ha skrivagner (Le Silence de la Mer e 1942) e oa, Jean Bruller eus e anv ofisiel, met adalek 1941 e-pad an eil brezel bed e kemeras Bruller an anv-pluenn Vercors, evit ar rezistañs.

Bugaleaj

kemmañ

E dad Louis Bruller a oa levrdiour, a orin yuzev eus bro Hungaria, hag e vamm, skolaerez c’hall, anvet Ernestine Bourbon. Adalek ganedigezh ar paotrig e paouezas an tad da labourat. E 1909 e voe skoliataet Jean er skol Alzasian e Pariz betek 1920, ar bloavezh ma tremenas diplom ar vachelouriezh.

Buhez un tresour

kemmañ

Diouzhtu goude bezañ tapet e vachelouriezh e krogas Bruller da ober studioù ijinour ha tisavour, met laoskel a reas se buan tre a-gostez evit dont da vezañ tresour fent. Adalek penn-kentañ e brantad micherel e teuas Jean da vezañ brudet en e zanvez. Tresañ a rae evit un nebeud kazetennoù, hag e 1923 e teuas Jean Bruller da vezañ rener ha skrivagner pennañ ar gazetenn L'Ingénu bet krouet gantañ, met ne badas ket pell, paouez a reas ar gazetenn-se da vezañ embannet e 1924 abalamour ma kuitaas Jean ar vro evit mont da Dunis da ober e goñje.

Deuet en-dro da Bariz e 1926 e teuas Bruller a-benn da astenn e rouedad gant arzourien vrudet betek kreiz ar bloavezhioù 1930. Tapout a reas neuze muioc'h a blas er bed-se.

Deraouiñ a reas buan tre da gemer perzh el luskad sokialour ha paouez a reas penn-da-benn da vezañ peocʼhelour goude emglev München e 1938. Kaset e voe neuze da su Bro-C'hall e-pad an « drôle de guerre » e-lec'h ma teuas da vezañ un amunuzer bihan. Tamm-ha-tamm e krogas da skrivañ un tammig bemnoz diwar-benn e vugaleaj.

 
Plakenn eñvor

An Eil Brezel-bed

kemmañ

E 1941 ez eas an aotrou Jean Bruller diwar wel ha ganet e voe Vercors, ul lesanv dibabet evit kemer perzh er rezistañs, dibabet en enor d’ar menez a oa e-tal-kichen Mours-Saint-Eusèbe, al lec'h ma oa bet kaset evel soudard e 1938. Er memes bloavezh ez eas tre er rouedad « Intelligence Service » met diskaret e voe buan-tre. Degemeret e voe neuze er rezistañs boutin a-enep an Nazied a-drugarez da b/Pierre de Lescure. Gantañ ivez e savas un ti-embann kuzh anvet «Éditions de Minuit». A-hed ar brezel e voe Vercors un den empleget er rezistañs, kas a reas kemennadennoù kuzhut pouezus da holl rouedad ar rezistañs.

Er gazetenn guzh-se e embannas ivez e zanevell gentañ : « Le Silence de la Mer ». Goude berzh e embannadenn gentañ e kendalc'has da embann levrioù a bep seurt dindan e lesanv hag a-drugarez d’e di-embann. Memes gant diaesterioù goude fin ar brezel e chomas rener e di-embann betek 1949.

Ouzhpenn se, pa voe echu ar brezel e tivizas Jean Bruller mirout an anv Vercors... Ne chomas Jean Bruller nemet en e vuhez prevez.

Buhez ur skrivagner

kemmañ

Adalek penn kentañ ar brezel e krogas Vercors da skrivañ testennoù ha da c'houde levrioù. Met goude ar brezel eo e krogas da vezañ brudet evit e skridoù dreist-holl ! Kenderc'hel a reas neuze da skrivañ ha da embann danevelloù er gazetenn ha da sevel gwir levrioù e stumm romantoù. Kenderc'hel a reas da gaout darempredoù pouezus gant tud anavezet evel Louis Aragon, hag en deus lakaet Vercors da brezidant eus ar « Conseil national économique ».

Tremen a ra neuze e vuhez goude ar brezel evel skrivagner, skrivañ a ra ur bern levrioù pe danevelloù da skouer.

Levrioù

kemmañ
  • Les Animaux dénaturés, Albin Michel, 1952.
  • Colères, Albin Michel, 1956.
  • Sylva, Grasset, 1961.
  • Quota ou les Pléthoriens avec Paul Silva-Coronel, Stock, 1966.
  • Le Radeau de la Méduse, Presses de la Cité, 1969.
  • Sillages, Presses de la Cité, 1972.
  • Comme un frère, Plon, 1973.
  • Tendre naufrage, Plon, 1974.
  • Les Chevaux du temps, Tchou, 1977.
  • Le tigre d'Anvers, Plon, 1986.
  • Le Grenier d'Armor, Michalon, 1997 (posthume).

Danevelloù

kemmañ
  • Le silence de la mer:
    • Le Silence de la mer, 1942.
    • La Marche à l'étoile, 1943.
    • Ce jour-là, 1943.
    • Le Songe, 1943.
    • L'Impuissance, juillet 1944.
    • Le Cheval et la Mort, 1944.
    • L'Imprimerie de Verdun, 1945.
  • Les Armes de la nuit, 1946.
  • Les Yeux et la Lumière, Albin Michel, 1948.
  • La Puissance du jour, Albin Michel, 1951.
  • Sur ce rivage, I - III, Albin Michel, 1958-1960.
  • Clémentine, 1959.
  • Sept sentiers du désert, Presses de la Cité, 1972.
  • Le Piège à loup, 1979.

Mammennoù

kemmañ