Jean Rollin

skrivagner gallek

Jean Michel Rollin Le Gentil a zo ur filmaozer, produer, senarioer ha skrivagner gall bet ganet d'an 3 a viz Du 1938 e Neuilly-sur-Seine (Frañs) ha marvet d'ar 15 a viz Kerzu 2010 e Pariz[1]. Unan eus ar filmaozerien c'hall nemeto o vezañ labouret war dachenn ar filmoù moliac'h eo. Tem ar suner-gwad eo tem al lodenn vrasañ eus e filmoù, hag a vez gorrek peurliesañ, ha leun a erotegezh. E film kentañ, Le Viol du vampire e ditl, a zo deuet er-maez e 1968, ha reuz a savas d'ar mare-se abalamour d'ar film[2]. Er bloavezhioù 1970 ha 1980 en deus aozet meur a film pornografek dindan anvioù evel Michel Gentil, Michel Gand, Michael Gentle pe c'hoazh Robert Xavier. Aktour eo bet e meur a film savet gant Norbert Moutier.

Bez Jean Rollin e Bered ar Père-Lachaise

E oberenn kemmañ

Evel filmaozer kemmañ

Filmoù berr kemmañ

Filmoù kemmañ

Evel senarioer kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù kemmañ

Patrom:Daveennoù

  1. (fr) « Disparition de Jean Rollin, légende du film de série B », Le Parisien, 16 Kerzu 2010.
  2. https://web.archive.org/web/20081217095233/http://www.nanarland.com/acteurs/Main.php?id_acteur=jeanrollin