Jean Sylvain Bailly
Jean Sylvain Bailly, ganet d'ar 15 a viz Gwengolo 1736 e Pariz ha marvet dibennet d'an 12 a viz Du 1793 e Pariz ivez, a oa ur matematikour, steredoniour, lennek ha politikour gall. Bez e voe kentañ maer Pariz.
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/d/de/Jean_Sylvain_Bailly%2C_Maire_de_Paris.png/220px-Jean_Sylvain_Bailly%2C_Maire_de_Paris.png)
Marv
kemmañE-pad ma oa o c'hortoz da vezañ dibennet, krenañ a rae gant ar yenijenn glebiet ma oa gant ar glav puilh. Un arvester en devoa embannet :
"— Krenañ a rez, Bailly ?
— Ya, eme an den kozh gant ur vouezh sioul, met gant ar yenijenn eo nemetken."
Lakaet e oa bet d'ar marv dre ma oa bet re onest hag eeun a-fed Gwir.