Jelvestr II
Jelvestr II Pab an Iliz katolik roman | |
---|---|
Ganedigezh | etre 945 ha 950, Arvern |
Dilennet da bab | 2 a viz Ebrel 999 |
Dibenn e baboni | 12 a viz Mae 1003 Roma |
En e raok | Gregor V |
War e lerc'h | Yann XVII |
Roll ar bibien : kronologiezh · hervez al lizherenneg | |
kemmañ ![]() |
Jelvestr II (latin: Silvester II), Gerbèrt d'Orlhac eus e anv tiegezh (Gerbert d'Aurillac e galleg), bet ganet etre 945 ha 950 en Auvergne ha marvet d'an 12 a viz Mae 1003 e Roma, a oa ur prederour ha matematikour stummet e Skol-veur Fes e Maroko.
D'an 2 a viz Ebrel 999 e voe dilennet da bab an Iliz katolik roman.
Ar C'hallaoued a laka anezhañ alies da gentañ pab gall en istor, met ne oa ket Arvern e Bro-C'hall d'an ampoent.
Lakaat a reas ober gant sifroù arabek er bed kornôk.