Jenő Landler (LFE: ['jɛnø: 'lɒndlɛr], 18751928) a oa bet anezhañ unan eus pennoù komunour Hungaria.

Jenő Landler
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhHungaria Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denLandler Jenő Kemmañ
Anv-bihanJenő Kemmañ
Deiziad ganedigezh22 Du 1875 Kemmañ
Lec'h ganedigezhGelse Kemmañ
Deiziad ar marv24 C'hwe 1928 Kemmañ
Lec'h ar marvCanas Kemmañ
Lec'h douaridigezhKremlin Wall Necropolis Kemmañ
Breur pe c'hoarErnő Landler Kemmañ
KarJenő Bors Kemmañ
Micherpolitiker Kemmañ
KargPeople's Commissar Kemmañ
Bet war ar studi eEötvös Loránd University Kemmañ
Strollad politikelHungarian Social Democratic Party Kemmañ
Relijiondizoueegezh Kemmañ
Ideologiezh politikelMarksouriezh Kemmañ

Studial a reas ar gwir ha dedennet e oa bet er penn-kentañ gant ar Strollad Sokial-demokratel dre ar fed ma laboure gant sindikad labourerion an houarn. Muioc'h-mui avat e troe war an tu-kleiz hag a-benn ar fin e teuas da vezañ ezel eus ar Strollad Komunour.

Dont a reas da vezañ Komisar evit an Aferioù Diabarzh e gouarnamant Republik Soviedel Hungaria e 1919. E penn Arme Ruz Hungaria e oa bet lakaet ivez o stourm a-enep d'ar broioù (Roumania dreist-holl) ma felle dezhe aloubiñ Hungaria.

Goude ma'c'h eas ar republik Soviedel da get e tec'has kuit o klask repu en Aostria hag eno e kendalc'has evel penn Strollad Komunour Hungaria en harlu.

Mervel a reas Jenő Landler en harlu e Cannes (Frañs) e 1928 ha kaset e oa bet e ludu da Voskov ma oant bet bezet e mogerioù ar C'hremlin.

Gwelet ivez

kemmañ