Jeremy Bentham
Jeremy Bentham (1748-1832) a oa ur prederour ha gwiraer saoz. Un adkempennour e oa ivez : a-du evit adkempenniñ al lezennoù hag ar c'hevredigezhioù a dud. Unan radikal e oa, kement hag un teorisian a-bouez e-keñver prederouriezh ar gwir saoz-hag-amerikan. Anavezet eo evel unan eus an alvokaded kentañ d'ar gredenn en talvoudeg ha da wirioù an anevaled, pezh a zigasas al liberalegezh diwezhatoc'h.
Gras d'e skridoù ha dreist-holl, gras d'e studierien tro-dro d'ar bed (James Mill, John Stuart Mill, politikourien evel Robert Owen a voe lod eus sokialouriezh ar penn kentañ).