Jeremy Bernard Corbyn, ganet d'ar 26 a viz Mae 1949, zo ur politikour saoz a zo bet e penn al Labour Party hag an tu-enep e parlamant Breizh-Veur etre an 12 a viz Gwengolo 2015 hag ar 4 a viz Ebrel 2020. Bez' ez eo ezel eus ar parlamant evit pastell-vro Islington North abaoe 1983.

Jeremy Corbyn e 2017.
Corbyn e-kerzh an Trident March enep an nukleel e 2016 e Trafalgar Square.

YaouankizAozañ

Corbyn a voe ganet e Chippenham ha desavet nepell e Kington St Michael e Wiltshire. Bez' ez eo ar mab yaouankañ e-touez pevar bugel Naomi Loveday (ganet Josling 19151987), ur gelennerez war ar matematik, ha David Benjamin Corbyn (19151986), un ijinour war an tredan hag arbennigour war addresañ ar reizhiadoù tredan. E vreur Piers Corbyn zo un displeger liv an amzer. E dud a oa stourmerien evit ar peoc'h o devoa kejet an eil ouzh egile er bloavezhioù 1930 e-kerzh un emvod da reiñ harp d'ar Republik spagnol e Conway Hall e-kerzh Brezel Spagn.

Pa oa 7 vloaz, e tilojas familh Jeremy Corbyn da bPave Lane e Shropshire. Eno e voe prenet gant an tad ar Yew Tree Manor (kemmet e anv en Yew Tree Guesthouse), o treiñ ar savadur en un ti familh.