João Batista de Sales
João Batista de Sales (pell anavezetoc'h evel Fio Maravilha), bet ganet d'an 19 a viz Genver 1945 e Conselheiro Pena (Minas Gerais, Brazil), a zo bet ur melldroader brazilian.
C'hoariet en devoa en un nebeud kleuboù eus Brazil – Flamengo (Rio de Janeiro), Paysandu Sport Club (Belém (Pará)), CEUB (Brasília), Desportiva Ferroviária (Cariacica) ha São Cristóvão (Rio de Janeiro) – kent mont d'ober e annez e Stadoù-Unanet Amerika.
Diwar e benn e oa bet savet ar ganaouenn mil vrudet Fio Maravilha (pe Filho Maravilha) gant Jorge Ben Jor goude bezañ arvestet, en Estádio do Maracanã (Rio de Janeiro), ouzh ar c'hrogad Flamengo-Benfica Lisboa : eilc'hoarier e oa Fio Maravilha an deiz-se ha merket en devoa ur pal kenkent hag aet war an dachenn c'hoari.
Hiriv emañ Fio Maravilha o chom e San Francisco. Eno eo bet kaser-pizza a-raok gourdoniñ yaouankizoù.