Joanot Martorell (war-dro 1410-1465) zo ur skrivagner katalanek eus ar XVvet kantved, breur-kaer d'ar barzh Ausiàs March, a zimezas d'e c'hoar Isabel. Tirant lo Blanc eo anv e oberenn vrudetañ, a vije, hervez lenneien zo, ar c'hentañ romant « modern ». Miguel de Cervantes a lavare e oa ar gwellañ levr er bed.

Pajenn ditl spagnolek Los cinco libros del esforzado e invencible caballero Tirante el Blanco (1511)

E vuhez

kemmañ

Ganet e oa e kêr València en un tiegezh eus an noblañs a orin eus Gandia, hogen diazezet e València abaoe 1400. Aotrou e oa e Murla ha Benibrai.

Ne voe ket sioul e vuhez. Emgannoù, karantezioù ha beajoù a voe e-leizh. Anvet e voe da varc'heg a-raok 1433, ha klask a rae en em gannañ evit e enor pe evit arc'hant.

Liammoù diavaez

kemmañ