Joaquín Ramón Martínez Sabina, ganet e 1949 en Úbeda, e proviñs Jaén, e Spagn, anavezet evel Joaquín Sabina, zo ur c'haner ha sonaozer, barzh ha livour spagnol.

Seitek pladenn studio en deus graet, pemp en ur sonadeg, ha teir fladenn dibab, en e anv. Savet en deus kanaouennoù evit kanerien all evel Ana Belén, Andrés Calamaro pe Miguel Ríos, e-touez re all. Kanañ ha diskanañ gant tud all en deus bet graet meur a wech, ha dreist-holl gant Joan Manuel Serrat.

E vuhez

kemmañ

Joaquín Sabina zo mab da Adela Sabina del Campo ha Jerónimo Martínez Gallego, ur poliser. Er skol eo bet gant al leanezed, ha kregiñ a reas da skrivañ e varzhonegoù kentañ ha da sevel tonioù da 14 vloaz. Perzh a gemeras en ul laz anvet Merry Youngs a dreveze kanerien stadunanat evel Elvis Presley, Chuck Berry ha Little Richard, ha re all c'hoazh. Bet eo en ul lise dalc'het gant Urzh Salezianed Don Bosco, ha stagañ a reas da lenn oberennoù Fray Luis de León, Jorge Manrique, José Hierro, Marcel Proust, James Joyce ha Herbert Marcuse. Echu e studi, e dad a glaskas e lakaat da vont da boliser eveltañ, nac'h a reas peogwir, emezañ, e kave gwell seniñ gitar.

E bladennoù

kemmañ
 
Joaquín Sabina e-pad e droiad Carretera y top manta, gant e borpant ha tog brudet .

Albomoù studio

kemmañ

Albomoù e sonadegoù

kemmañ

Pezhioù ral

kemmañ

Albomoù dibab

kemmañ
  • Joaquín Sabina y todos sus éxitos (1987)
  • Querido Sabina (1993).
  • Diario de un peatón (2003). Adembannadenn Dímelo en la calle gant ur CD kanaouennoù diembann ouzhpenn.
  • Todos hablan de ti (2004)
  • Punto... y seguido (2006). Div voestad ha 9 CD e pep hini, gant e holl bladennoù; gant ur CD ouzhpenn gant enrolladurioù ral hag un DVD.
  • Esencial (2014). Daou CD ha 17 kanaouenn e pep hini.
  • "Puro Sabina" (2015) Boestad 16 albom ha 19 pladenn.

Albomoù enoriñ

kemmañ

DVDoù

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ