Job an Irien

(Adkaset eus Job An Irien)

Job an Irien zo ur beleg leonat, kantikour ha skrivagner brezhonek.

Job an Irien
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv-bihanJob Kemmañ
Deiziad ganedigezh15 Her 1937 Kemmañ
Lec'h ganedigezhBodiliz Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetbrezhoneg, galleg Kemmañ
Micherbeleg katolik, troer Kemmañ
RelijionKatoligiezh Kemmañ
Job.jpg

Bugaleaj ha yaouankizAozañ

Ganet eo Job an Irien e Bodiliz d'ar 15 a viz Here 1937 en un endro breizhad. Darempredet en deus skouted Bleimor en e yaouankiz. Deuet eo da vezañ beleg an 29 a viz Mezheven 1962.

OberennoùAozañ

Skrivañ ra e-barzh Ya !, "Le Progrès de Cornouaille", "Le Courrier du Léon". Embann a ra kronikennoù bep sizhun. Betek 1982 en doa skrivet kalz er Bleun Brug, aet da get. Klevout a reoc'h anezhañ er skingomz "RCF Rivages" ivez, evit pedennoù ha pennadoù komz. Aozañ a ra pirc'hirinadennoù gant brezhonegerien yaouank. Oberiant-kenañ eo war dachenn ar sonerezh ivez : torkadoù kantikoù ha kantadoù e-leizh en deus embannet en e oberennoù evit an holl (Ar Marh-dall, War warh ar mor), hag evit ar vugale (Klask a ran, Dremm an Aotrou...). Testennoù sakr e brezhoneg pe lakaet e brezhoneg a vez embannet kalz gantañ ivez (gwelet ti-embann Minihi Levenez). Prezidant ar gevredigezh Minihi Levenez eo. Reiñ a ra Job an Irien kentelioù katekiz e skolajoù Diwan Penn-ar-Bed hag e lise Diwan.

Ober a ra gant ar skritur anvet skolveurieg.

Eus 1962 betek 1982 e kemer perzh a dost e buhez ar Bleun-Brug oc’h embann ingal e Kaierou ar Bleun Brug, kanaouennoù (dastumad eun deiz gant Michel Scouarnec ha kanaouennoù evit ar vugale Deus ganin), kantikoù (kantikoù nevez e brezhoneg Hag e paro an heol gant Michel Scouarnec ha René Abjean) ha kanadegoù (Ar Marh Dall, War varh d’ar mor gant René Abjean ha lazoù-kanañ Penn ar Bed).

Dre youl an Eskop Barbu e voe krouet e 1984 ar greizenn Minihi-Levenez, lec’h emgav evit ar vrezhonegerien. Job an Irien, e karg eus al lec’h-mañ, a gendalc’h da skrivañ o reiñ un ton muioc’h relijiel d’e oberenn : "Kantikoù evit ar vugale", "Klask a ran" ha "Dremm an Aotrou", kanadeg "Kan evid ar peoh", ha da c’houde, "War henchou ar bed" gant Christian Desbordes hag adarre lazoù-kanañ Penn-ar-Bed. E 2000 e krou "Kalon ar Bed" gant Christian Desbordes ha René Abjean en iliz-veur Kemper hag e kendalc’h war un dro da skrivañ kantikoù.

Diouzh un tu all, adalek 1990, e ro lañs d’un ti-embann divyezhek (nemet evit al levrioù relijiel hag a zo e brezhoneg penn-da-benn) gant kenlabour Bernard Tanguy, Yves-Pascal Castel, Fañch Morvannou, Pierre Tanguy, Jean-Pierre Boulic... Lakaat a ra ar gelaouenn Minihi-Levenez da zont er-maez en un doare reoliek hag e skriv ingal er gazetenn sizhuniek Le Courrier du LéonLe Progrès de Cornouaille ha nevesoc’h er gazetenn Ya!. Kement-se hep derc’hel kont eus an aozañ pic’hirinajoù er broioù kelt hag aluzoneri skolajoù ha lise Diwan e Penn-ar-Bed.

EnorioùAozañ

E 2007 e voe roet Kolier an Erminig dezhañ en abeg d'e labour evit ar brezhoneg.

LiammoùAozañ