Charles Joel Nordström Kinnaman, ganet d'ar 25 a viz Du 1979, zo un aktour svedat-stadunanat. Da gentañ holl e voe brudet dre e rolloù er film svedat Easy Money ha goude-se er stirad skinwel Johan Falk. Kinnaman en deus tapet brud etrebroadel evit e roll er skinwel, an detektiv Stephen Holder er stirad skinwel stadunanat The Killing war AMC. Goude-se e oa bet o c'hoari Takeshi Kovacs, e kentañ koulzad ar stirad skinwel Altered Carbon, hag ar gouarnour Will Conway er stumm stadunanat eus House of Cards. C'hoariet en deus bet ivez Alex Murphy e 2014 er film adsevel RoboCop, ha Rick Flag er film Suicide Squad (2016), diazezet war ar c'homics gant DC Comics gant ar memes anv.

Joel Kinnaman e 2016.