Digeriñ al lañser pennañ
Johann Christoph Adelung

Johann Christoph Adelung (ganet d'an 8 a viz Eost 1732, e Spantekow - marvet d'an 10 a viz Gwengolo 1806, e Dresden) a oa ul levraoueger hag ur yezhour alaman.

Ganet e voe e Pomerania ; labourat a reas da gentañ evel kelenner en Erfurt (1759), a-raok mont da Leipzig (1761), hag e 1787 e teuas da vezañ levraoueger e Dresden. Eno e chomas betek e varv.

Brudet eo Adelung abalamour d'e labour war yezhadur ha geriadur an alamaneg. E levr anavezetañ eo e Grammatisch-kritisches Wörterbuch der Hochdeutschen Mundart (5 levrenn, 1774–1786, adembannet e 1793–1801). Evitañ e oa aze diazez yezh skrivet lez Dresden. Gant al levr-se e reas kalz evit unvaniñ an alamaneg skrivet.

Oberennoù pennañAozañ

  • Grammatisch-kritisches Wörterbuch der hochdeutschen Mundart (5 levrenn, Leipzig, 1774-1786 ; eil embannadur e 4 levrenn, Leipzig, 1793-1801);
  • Glossarium matinale ad scriptores mediæ et inftmm latinitatis (6 levrenn, Halle, 1772), diwar ul levr gant Charles du Fresne, sieur du Cange ;
  • Deutsche Sprachlehre für Schulen, Berlin, 1781;
  • Geschichte der menschlichen Narrheit, Leipzig, 1785 ;
  • ar gelaouenn Magazin für die deutsche Sprache (1782–1784);
  • Directorium diplomaticum Meissen, 1802;
  • Älteste Geschichte der Deutschen, ihrer Sprache und Literatur bis zur Völkerwanderung, Leipzig, 1806;
  • Mithridates, oder allgemeine Sprachenkunde, Berlin, 1806.

Ne c'hallas ket echuiñ an oberenn diwezhañ-se hag peurembannet e voe gant Johann Severin Vater, 1809 ha 1817.

Liammoù diavaezAozañ