Johannes Diez, anvet Tetzel a oa un dominikan alaman bet brudet evit bezañ gwerzhet induljañsoù evit sevel penniliz Sant-Pêr e Roma.

Johann tetzel

Ganet eo bet e Pirna war-dro 1465. Aet eo da Anaon e Leipzig e 1519.

El luskad gwerzhañ induljañsoù bet kaset gant ar Pab Leon X e 1515 e oa. Klasket en deus gwerzhañ ar muiañ posupl a-drugarez d'e brezegennoù entanet.

Respontet en deus e 1518 da 95 tezenn Luther bet embannet e 1517.

Skandalaet eo bet gant pennoù bras an Iliz a oa direnket gant e zoareoù.

Anavezet ez eo evit ar gwerzennoù-se:

Tro-spered Tetzel

kemmañ

"Wenn das Geld im Kasten klingt,

Die Seele aus dem Fegefeuer springt!"

"Pa vez heklev an arc'hant er c'hefioù,

An ene a lamm adal ar Purgator!"

Atahinus, gredus betek re, n'heller ket gwelout ennañ skouer Dominikaned e vare.

Tro-dro da Tetzel

kemmañ

Gwelet e vez an dudenn Tetzel er film Luther (2000), sevenet gant Eric Till, gwelet e vez anezhañ o prezegenniñ feuls, o reiñ kalon d'un tolpad tud. En tamm film-se e vez o stardañ gant un dorn ur flambev, pezh a lak an aon da sevel e kalon an arvesterien.