Johanna Maria van der Gheynst
Johanna Maria van der Gheynsta oa merc'h da Gilles Johan van der Gheynst, kouer pe mab kouerien, ha d'e bried Johanna van der Caye van Cocambi, a oa matezh.
Matezh e oa e ti gouarnour Oudenaarde, Charles de Lalaing (†1525). Un deiz e tegouezhas an impalaer Karl V en ti. Evezh a daolas ouzh ar vatezh. Louzoù da gousket a voe roet dezhi. Dougerez en em gavas. Kuitaat a reas Johanna ti Lalaing, da vont da di kerent a-berzh he mamm, e-maez kêr Oudenaarde.
En miz Gouhere 1522 e c'hanas ur verc'h hag a voe badezet en iliz Pamele (nl) (bremañ enteuzet e kumun Oudenaarde) hag anvet Margaretha (Marc'harid) evel moereb an impalaer a-berzh e dad, c'hoar da Fulup ar C'haer, ha gouarnerez an Izelvroioù.
Daou vloaz goude e voe dimezet Johanna da Jehan van den Dijcke, aotrou Santvliet. Eizh bugel o doe. He merc'h henañ, merc'h d'an Impalaer, a voe savet e ti André Douvrin, hag anavezet e voe diwezhatoc'h evel Marc'harid Parma.