Johannes Cuba
Johann Wonnecke von Kaub, lesanvet Johann[es] Dronnecke, pe Johannes de Cuba e latin, ha Jehan Cuba pe Jean de Cuba e galleg, ganet war-dro 1430 ha marvet war-dro 1503-1504, a oa ur medisin ha louzaouer alaman hag a savas ar c'hentañ levr istor naturel en ur yezh estreget latin, anvet Der Ghenocklicke Gharde der Suntheit, hag a voe brudet bras.