John Ingleby (livour)
livour kembreat
John Ingleby (1749–1808) a oa un arzour eus Kembre hag a reas dourlivadurioù evit levrioù Thomas Pennant (1726–1798). Ganet e voe e Helygain, e Sir y Fflint, hag eno e tremenas ar braz eus e vuhez. Ar familh Ingleby a oa deuet eus Derbyshire da hanternoz Kembre da labourat er mengleuzioù plom a oa e Helygain.
Pa varvas e 1808 e voe skrivet e rolloù an iliz-parrez e laboure evel "limner", da lavaret eo ul livour hag a rae skeudennoù bihan, ha gounit a rae e vuhez diwar an dra-se[1].
Labour
kemmañUn dastumad eus livadurioù Ingleby a c'haller gwelet e Levraoueg Vroadel Kembre. Taolennet en deus, dreist-holl, maezioù hanternoz Kembre gant dourlivadurioù leun a vunudoù hag a zeskriv pizh ar vuhez er vro-se e dibenn an 18vet kantved.
-
Maner Aberbechan
-
Lamm-dour e hanternoz Kembre
-
Iliz Castell Caereinion