Jolly Roger
Jolly Roger eo anv saoznek banniel ar vorlaeron, warnañ e weler arouezioù dibabet ganto o-unan. Anv a voe graet anezhañ evit ar wech kentañ e 1700, pa voe taget ul lestr a Vro-Saoz gant ul lestr a Vro-C’hall (sturiet gant ar morlaer gall Emmanuel Wynne) er-maez da Guba. An dro-lavar "Jolly Roger" a voe implijet evit ar wech kentañ e 1724 el levr A General History of the Pyrates, skrivet gant ar c’habiten Johnson (Daniel Defoe).
Orin
kemmañNe ouezer ket eus pelec’h e teu an anv, ha tabut a sav diwar an orin anezhañ. Hervez lod e teufe an dro-lavar saoznek « jolly roger » eus ar galleg "joli rouge", rak ruz e oa banniel bagoù ar vorlaeron c’hall kentañ. N’eus prouenn ebet a gement-se. Peurliesañ e veze daou vanniel ouzh al listri morlaeron : unan gwenn ha du da gemenn da skipailh al lestr taget ganto e oa dav en em zaskoriñ hep stourm, hag unan all ruz hag a dalveze kement ha “d’an emgann”. Ar banniel ruz-se a voe implijet gant merdeadurezh Bro-C’hall ha hini Bro-Saoz, ha gant kourserien an div vro-se adalek dibenn ar XVIIvet kantved. Hervez istorourien saoz zo e teufe an anv-se eus ar saozneg "Old Roger", implijet evit komz eus an diaoul.
Skeudennoù
kemmañAr penn-marv hag ar gwerzhidoù-gar a zo arouezioù kozh ar marv, anavezet abaoe ar XVvet kantved. O gwelout a reer a-wechoù war bezioù zo, ar pezh ne dalvez ket tamm ebet e oa ur morlaer an den douaret dindanañ. Arouez an nerzh eo ar sabrenn, hini an amzer o tremen eo an eurier-traezh hag an divaskell. E-touez arouezioù all e kaver ar galon toullet gant ur goaf, gant takennoù gwad a-wechoù.
Skouerioù
kemmañLod brasañ ar bannieloù kinniget amañ a zo bet ijinet n’eus ket pell zo, pe diazezet int bet war dielloù kozh ha damglok.
-
Banniel Jack Rackham
-
Banniel Emanuel Wynne
-
Banniel Edward Teach (Barv Du)
-
Banniel Henry Every
-
Banniel ruz Henry Every
-
Banniel Thomas Tew
-
Banniel Stede Bonnet
-
Banniel Christopher Condent
-
Banniel Christopher Moody
Levrlennadur
kemmañ- (en) DEFOE, Daniel (1724) : A General History of the Pyrates, CreateSpace Independent Publishing Platform, 2017 (ISBN 978-1-9741-6149-2)