Jonathan Littell
skrivagner gallek
Jonathan Littell, bet ganet d'an 10 a viz Here 1967 e New York, a zo ur skrivagner amerikano-gall. Reseviñ a reas ar priz Goncourt ha Grand prix du roman de l'académie française e 2006 abalamour d'e levr Les Bienveillantes (skrivet e galleg ha sinet pa oa 39 bloaz). A-drugarez d'ar romant-mañ, e voe roet ar vroadelezh c'hall dezhañ, d'an 8 a viz Meurzh 2007, en abeg d'ar perzh kemeret gantañ e splannder Bro-C'hall ( « contribution au rayonnement de la France »). Klasket en devoa div wech tapout ar vroadelezh-se e 2006 met hep dont a-benn.
E vuhez
kemmañOberenn
kemmañ- 1989 : Bad Voltage, ti-embann Signet Books, (ISBN 0451160142), kentañ romant (Skiant-faltazi Cyberpunk) gant Jonathan Littell, skrivet e saozneg, met helc'hiet e diskar-amzer 2006.
- 2006 : The Security Organs of the Russian Federation - A Brief History 1991-2005 - Psan Publishing House diell digoust (e saozneg) lakaet war ar rouedad.
- 2006 : Les Bienveillantes, Paris, éditions Gallimard, 2006 (ISBN 207078097X), priz Goncourt, Grand prix du roman de l'Académie française. Hervez Jorge Semprun, al levr-mañ a zo "darvoud ar c'hantved".
- 2008 : Études, embannet en Embannadurioù Fata Morgana, 2008.
- 2008 : Le Sec et L'Humide, Paris, Embannadurioù Gallimard, 2008 (ISBN 9782070119455)