Jord Arzel (Georges Arzel en ti-kêr), bet ganet d'ar 30 a viz Mae 1906 ha marvet d'an 21 a viz Kerzu 1983[1], en deus labouret e melestradurezh Bro-C'hall e meur a lec'h.

Listenn maered Pariz XVIvet betek 1989

Pa oa yaouank, war-dro ar bloavezh 1925, e teuas da vezañ anaoudeg da Yeun ar Gow. « Deskadour-kontoroller » e oa d'ar poent-se, ha hervezañ sekretour Strollad Emrenerien Kemper.
Brezel ar Rif a oa d'ar mare hag en anv e gevrenn e kasas ur pellskrid a souten da Abd el-Krim[2].

Roud anezhañ a gaver en-dro e miz Eost 1942 pa droas war-du ar Français Libres ha diwezhatoc'h e-giz un den e liamm gant Londrez.

E miz Eost 1944 e tegouezhas e penn kabined prefed Penn-ar-Bed[3]. Hervez Yeun ar Gow e vefe bet kiriek eus ar rastelladenn a gasas ul lodenn vat a emsaverien – Yeun ar Gow en o zouez – da doull-bac'h Sant-Charlez e Kemper e dibenn ar bloavezh-se[4].

Anavezet eo bet da c'houde e-giz prefed Mont-de-Marsan (Landes), etre 1959 ha 1963, ha diouzhtu war-lerc'h e-giz maer XVIvet arondisamant Pariz betek 1977.

Daveoù kemmañ

  1. http://www.francaislibres.net/liste/fiche.php?index=52183
  2. Yeun ar Gow, Skridoù, Hor Yezh, 2000, pp. 58-59 (ISBN 978-2-910699-42-0)
  3. Hervez ul lizher digantañ.
  4. Yeun ar Gow, Skridoù, p. 60.